Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

al Latinn hag ar Gallek, a chom bepred ur iez Germanik. Evel-se iwe ar Brezonek a zo ur iez Keltik ewit-han da gaout un niver braz a c’hirio pere a zo komerret euz al Latinn pe ar Gallek.

Hag ar girio-se a zo en niver brasoc’h eget na greder peurvuia. Ar gir brezonek kegin, a-vad, a deu euz ar gir latinn coquina, hag ar gir gallek cuisine iwe, met dre nerz lezenno all. — Ar gir brezonek koar a deu euz ar gir latinn cera, hag iwe ar gir gallek cire. Hogen en kichenn ar girio-se ganet euz al Latinn pa ar Gallek, ar Brezonek hen eûz miret un niver braz a c’hirio ganet euz ar Gaulois, pere a ro d’imp da anaout (nous font comprendre) kalz a c’hirio Gaulois pere na vije ket gallet ho displega (expliquer) hep ar iezou Keltik nevez (neo-celtiques). Dre ar gir brezonek gwenn, « blanc, » — hag ann doareo (formes) all a gomer ar gir-se er iezo Keltik nevez, hec’h ouzer penoz ar gir Gaulois « vindos » a zo evel gwenn « blanc, » — ha penoz iwe hano ar gêr a Vienne, en Autrich, a zo evel ar : gêr wenn. Hano ur gêr vihan a Vro-C’hall, pell euz a Vreiz, Vassy, Vassiacus en latinn a deu euz ar gir Gaulois « vassos » en brezonek, gwas, garçon en gallek.

Unan euz ann dud ar muia gwiziek euz ann Allmagn hen eûz mennet (pensé) penoz hano kenta ann Allmanted, Germani en latinn, a oa ur gir Gaulois, da lâret eo Gall, Garmanos, en Gallek, crieurs, braillards, hag a teue ar gir-se euz ar vrouienn garm, ur gir Brezonek hag hec’h anaveet holl. —

Setu aze perag ma zo kement a dud gwiziek hag a studi breman ar Brezonek, hag a kredont penoz ar iez-se a zo unan euz ar re muia talvouduz (importantes) a gement a zo komzet en amzer ma ’z omp. Bretoned, dalc’het-mad bepred d’ho iez koz, rag unan eo euz ann traou ar muia talvouduz a gement a zo en Franz.