Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


AR BREZEL ENEB AR PRUSIANED


————


Holl ez omp bet souezet, he spontet zoken, gant ar gwaleurio c’hoarvezet epad ar bloaz tremenet. Piou hen divije lavaret, o welet ar Franz ken gallouduz ha ken pinvidik, e vije trec’het hon arme ha kaset prisounieres en Allemagn, hag e vije hon bro kemerret dre nerz, ha laeret ha bihannêt ? Den a-bed, a dra sur. Un histoar trist meurbed hon bezo da lavaret d’hon bugale ; hogen greomp ma tenfont ur gounid bennag euz hon faziou, wit na vefont ket kastiet d’ho zro gant un hevelep gwalenn. Ewit-se klaskomp penoz ez eo c’hoarvezet kement-se holl, ha gwelomp ha na omp ket iwe kiriek un tammig.

Kalz e lavaro, me oar vad : « Penoz e c’halfemp-ni beza kiriek ? Em gannet ez omp holl, kalonek, hon bugale ha ni. Petra ober muioc’h ? N’eo ket ni a zo en penn ann armeou, n’eo ket ni a oa karget da glask d’hê armou, dillad ha boued ; n’eo ket ni iwe hon eûz disklêriet ar brezel, ha biskoaz zoken n’hon eûz gouveet mad da betra ez eo bet disklêriet. Da bep hini he vicher ! Ni a oa holl, heman o labourad he zouarou, hennont o vaga he gezek he he saout ewit mont gant-hê d’ar foariou. Na oa ket ar stur en hon daoudorn, da lâret eo, na oamp ket en karg euz ar gouarnamant. Bez’ a zo war-dro ugent vloaz hon boa dibabet un den ewit ober kement-se holl en hon lec’h : Met ann den-se, siouas ! a oa un trubard, hag hen eûz gret pep-tra a eneb d’hon c’hoant. Eüruz eo pa n’hen eûz kollet nemet he gurunenn ! »

Ia, kement-se a zo gwir ; Napoléon III a zo un den meurbed kabluz ; met na eo ket he-unan ; re-all a zo c’hoaz. N’eo ket hep-ken eûz he vinistred e lâran se, pere ho d-eûz koulz hag hen disklêriet ar brezel d’ar Prus ; — pe eûz he deputeed, pere a gave mad holl kement a c’hoantaë ; met ouzoc’h hen lâran iwe, hag ouzomp holl. da vihanna ouz ar re pere a roe ho moueziou d’ehan he d’he dud, bep-tro, hag a vrasaë evel-se he nerz hag he c’halloud ewit drouk-ober. Nann, n’hon boa ket a amzer, nag a diskadures a-walc’h iwe ewit kuzulia ar gouarnamant ; hogen bez’ hor boa amzer da vont da rei hon moueziou, pe voti, evel ma ve lâret en gallek, ha mont a reemp iwe, peurvuia, hag hon boa skiant a-walc’h ewit gouzoud, pa vije lâret d’imp dibab deputeed, pere a vije bet mad da dibab, N’eo ket