Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/27

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

digant ann Impalaër, pe digant ar prefet ez oa goulenn aliou ewit dibab an dud pere ho defoa karg d’ho c‘helenni ewidomp, ha da ober d’hê anavezout hon c'hoant. Petra a larfac’h euz tud pere ewit gwelet ha gwirion a ve kontou (les comptes) ur marc’hadour a lârfe da heman lakaad ann dud a garfe da welet kement-se ? Ha setu koulzgoude ar pez oc’h eûz grêt peurvia epad ugent vloaz. Ann Impalaër a dlee kont d’ar vro, pehini hen defoa laket en he fenn, euz kement a ree holl, hag ez oac’h sot a-walch ewit dibab da welet ar c’hontou-se, en kambr ann deputeed, nann ar re hon bije c’hoant da dibab, met ar re a blije d’ann Impalaër. Penoz beza souezet neuze ma ’z eo troët fall pep-tra, ha penoz iwe na vefemp-ni ket holl wit un neubeud bennag en kement-se, pa eo gwir mar hon bije dibabet deputeed mad, na vije ket marwet kement a dud, hag hon arc’hant a vije chomet ganimp ? Oberou-mad ur gouarnamant mad, kelennet gant deputeed onest, hep dale ho anavefomp, mar hon eûz c’hoant, hag holl hon eûz c’hoant da se, mechanz.

Ar pez am eûz c’hoant da ziskouez d’ehoc’h, ez eo ann drouk a c’hall ober ur gouarnamant na ve ket onest, pa ve a-du gant-han deputeed ha na ioullont nemet ober holl kement a c’hoanta.

Bez’ a zo c’huec’h pe seiz vloaz, ar Prus n’a defoa ket ar vrud da veza ur rouanteles da ober aoun d’ar rouantelezou all. Ann Autrich, hirie izellêt meurbed, a zeblante c’hoaz beza krenvoc’h ewit-hi. Ha koulzgoude, armeou ar Franz ho defoa trec’het armeou ann Autrich, en Itali, er bloaz 1859. Ha setu, un neubeud bloaveziou diwezatoc’h, ar Prus-se a drec’h hep poan war-n-omp, pere hon defoa trec’het war ann Autrichianed ! Petra eta a oa c’hoarvezet ? En keit-se ar Prus a defoa trec’het ann Autrichianed ha lakêt ann Allemagn holl indan he galloud. Penoz-se ? — Ar Franz a divije gallet, ha dleet zoken, mirout out-hi da ober kement-se ; met d’ar c’houlz-se hon Impalaër a gase hon soudarded hag hon arc’hant d’ar Mexique ewit ober da dud ar vro bell-se ur brezel diwirion, pehini a droaz fall ewidomp. Na oa eta na soudarded, nag arc’hant ewit mont eneb ar Prus, pehini a c’hoantaë bepred em vrasaad. Rèd a oe d’imp eta plega hon penn, ha lezel, er bloaz 1866, da gemer ur galloud meurbed braz ur rouantelez pehini a dlee hon mac’ha hag hon frika pewar bloaz diwezatoc’h.

Ha piou hen defoa c’hoantaët ober ar brezel d’ar Mexique ? — Ar Franz, marteze ? — Nann, met mignoned d’ann Impalaër, pere a wele gounid eno kalz a arc’hant. Ac’hanta ! ar brezel maleüruz-se a oe kavet mad gant hon deputeed epad pewar bloaz : ho moueziou e kambr ann deputeed a lâre a kavent mad ar pez a gavent fall, en gwirione, evel an holl : mar lârent dre ho moueziou penoz e kavent mad ar brezel-se, ez oa hep-ken abalamour ma oa ann Impalaër hen