Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/29

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

lâret drouk a-bed euz ar re pere ho d-eûz laket ia bars ann urn, pe boest ar vot. Keuz a-walc’h ho d-eûz bet a gement-se, divezatoc’h, me oar vad. Ha neuze, ho c’hredenn a oa penoz a reent mad. Roët a oa bet d’ezhe da gredi, dre ur gaou milliget, penoz o lâret ia a rojent ho mouez evit ar peuc’h, ha daou viz goude ma oa bet seiz million ia ewit ar peuc’h, a oe disklêriet ar brezel, war un digarez fall. Hag aboe, pegement a valloziou war ar Plebiscit ! Goude kement-se, kalz a dud na ioullont ken mont da voti. Hogen kement-se a zo gwasoc’h c’hoaz : rèd eo voti, na euz forz petra a c’hoarvezo. Mar chomfe an dud honest er gêr, ann deziou votadek, ar re fall ho defe joa vraz a gement-se, hag a vefe gwelet c’hoari gaer neuze !

Ann Impalaër hen efoa ezomm euz ar Plebiscit evit ho lakaad da disober hoc’h-unan ar pez ho poa grêt a vad ar bloaz a-raok. Rag ann elektionou en 1869 evit henvel deputeed na oant ket bet ken fall hag ar re-all. Kalz a deputeed mad a oa bet hanvet, hag an Impalaër a wele he nerz hag he c’halloud bihannêt dre gement-se, rag ar gouarnamanjo honest, hep ken, na gollont netra euz ho nerz hag ho galloud pa ve sellet piz ho doare. Dre ar ia-se, a zo bet tennet digant-hê, ann elektourienn pere ho defoa tammalet drouk-oberou ar gouarnamant, o henvel deputeed mad, — a ree neuz (semblaient) da em dislâret, hag ann Impalaër hen eûz gallet neuze ober êsoc’h evel ma plije d’ezhan. Neuze e tolaz ar Franz er brezel maleüruz a ouzoc’h ha pehini, ma vije deut da vad, a dlee starda he gurunenn war he benn ha war hini he vab he goude.

En-sell da gement-se, a kemeraz ann abek kenta a gavaz, hag ar falla. Ar Spagnoled a glaske, pell a oa, ur Roue. Me gav ho dije grêt koulz o chom en Republik, ’vel ma oant. Neuze eta e kinnigjont ar gurunenn da ur prinz Allmand, kar d’ar roue Prus, ar prinz Hohenzollern, pehini a lâraz ia d’hoc’htu. Ar gouarnamant a Franz na gavaz ket kement-se mad, — hag, en gwirione, na oa netra da lâret war se, rag na oa ket un dra-vad evidomp iwe. Ar prinz Hohenzollern a lâr neuze d’ar Spagnoled kas ho c’hurunenn da un all-bennag. Hervez a venne an holl na oa ken de distrei war se : ha setu ann holl laouenn braz, hag ar brezel mouget, me oar-vad ?

Nann, nann, na gredet ket se. Ann Impalaër hag he vinistred ho d-eûz c’hoant da gaout ar brezel, na eûz forz pennoz, hag ar brezel a vezo grêt. Neuze eta e klasker ur chikan all d’ar roue Guillôm, hag heman na c’houlenne nemet-se, hag ive he vinistr, ar potr finn Bismarck. Klasket a oe neuze un digarez, ha lâret penoz ambassadeur Franz en Berlinn a oa bet digomerret fall, ha drouk-komzet out-han (insulté) gant ar roue Guillôm, ar pez na oa ket gwir. Ar bemzek a viz gouere (ar c’houlz-se a vezo pell sonj anezhan) daou