Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/30

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

vinistr, ann duk Grammont, er Senat, hag ann otro Emil Olier, en kambr ann deputeed, a deue da lâret penoz plijadur ho mestr a oa d’hon teurrel, hep dale pelloc’h, er brezel spontuz a ouzoc’h. Ann darnvuia eûz ar gambr, — pe ar majorité, evel ma ve lâret en gallek, — rag ann deputeed vad hanvet er bloaz 1869 na oant ket ann darnvuia pell a-c’hane ; — ann darnvuia euz ar gambr eta, evit plijout d’ann Impalaêr, a gavaz a oa mad ober ar brezel-ze, eneb c’hoant ar re ho defoa hanvet anezhe da vont da Baris evit difenn ho mad hag hini ar vro holl. Red eo lâret aman, en enor d’ann deputeed pere a oa eneb, pe ann Opposition, evel ma lârer en gallek, penoz a rejont holl ho galloud evlt na vije ket disklêriet ar brezel d’ar Prus ; met allas ! na oent ket selaouet. Unan anezhe, — ann den fur, ann den honest, ann den brudet mad dre-holl pehini a zo brema penn-sturier, — en gallek Président, — ar Republik, ann otro Thiers, — a reaz dreist-holl he dever en de-se, hag he holl c’halloud evit pellaad diouzimp ar brezel hag ar waleurio spontuz a ve euz he heul. Lâret a eure, — e-touez kalz a dreo all, holl gwir, — penoz na oamp ket prest, hag, a hent-all, a vije ann Urop holl a eneb d’imp, mar vijemp diskiant a-walc’h da disklêria ar brezel. Epad diou pe der heur, evit-han da veza koz kaer, e talc’haz penn da ur bagad tud pere a grie war-n-han hag a diskoueze d’ezhan o daoudorn serret, evel tud ho defe kollet ho skiant vad. Met hen na grene ket ha n’hen defoa ket aoun, rag evit mad he vro e komze, ha he vro a vezo anaoudeg en he gever, da vikenn.

Daoust (malgré) d’ann otro Thiers, daoust d’ar republikaned ha da ioul ar vro holl, ar brezel a oe eta disklêriet d’ar Prus. Ar marechal Lebœuf (ann ijenn, en brezonek), ministr ar brezel, pa oe goulennet digant-han : « Ha prest omp ? » — a lâraz : ia ! ha pa dlefe ar brezel pad ur bloaz penn-da-benn, na vô ket ezomm da brena ur voutounenn guetro hep-ken ! » —

Hag eiz de goude-se, pa em dastumaz ar rujumantjo el lec’hiou ma oa lâret d’ezhe, n’ho defoa na bidonou, na dillad, na fuzuliou mad, na kalz a dreo all a bere ez oa ar brasa ezomm. Pemzek de divezatoc’h, bars ann emgannou (batailles) kenta, un niver braz a ganonou a oa rèd d’ezhe paoues da denna, dre n’ho defoa ken na poultr na boulodou. Ar soudarded ive na oa ket awalc’h anezhe, pell a-c’hane. Ar plebiscit, evel am eûz lâret huelloc’h, hen defoa diskouezet penoz na oa ket ann niver dleet a soudarded er rujumantjou : war ann tri c’hant mill den a oa dastumet indann ann armou, war dro nao ugent mill a oa dastumet war harzou (frontières) ar rouanteles en deiziou diweza a viz gouere. Ar Prus, hi, o tastum holl nerziou ann Allmagn, a defoa war droad ur million a dud, da lâret