Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/34

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —


— Evit netra ? Nann a-vad ! O stourm er stum-se, hon eûz diskouezet d’ar bed holl penoz na oamp ket ken izel ha ma sonje gant kalz, hag a zo en pep korn a Franz tud kalonek, ha kalz, prest en pep amzer da difenn ho bro.

Ann divizou (oonditions) re-c’haro euz hon enebourienn, pere a c’hoantaë hon disenori, a reaz eta ma oa red d’imp derc’hel da ober ar brezel. Paris a serraz he dorojou, hag a lakaaz kanonou tro-dro war he mogerou ; hag en keit-se, er pevar c’horn ar Franz, a em save ann holl evit dont d’hi zikour.


PARIS.


Ann dric’houec’h a viz Gwengolo, a oe kelc’hiet (entourée) Paris gant arme ann Allmanted ha distaget krenn (séparée) euz ann nemorand euz a Franz, hag ann naontek a oe indann he mogerou an emgann genta, en ul lec’h huel hanvet Chatillon. Eno a oe gwelet mad pegement a vije bet gwelloc'h ober da arme Mac-Mahon dont war-du Paris, eget e c’has da Sedan, lec’h ma oe kemerret evel al logod en ul logotaër. Ma vije chomet ganimp Chatillon, un arme eno hi divije grêt c’hoari-gaer, hag ann treo, me oar-vad, na vijent ket troët neuze ken-fall. Met ’vel na oa nemet konskrived da lakad el lec’h-se pehini a zo alc’houez Paris, evit lâret, a oe difennet fall, ha presig kollet, allas ! Mobiled ann Ill-ha-Vilaine a dalc’haz mad koulzgoude, evit enor potred Breiz. Rèd a oe neuze lakad dreg mogerou kêr ann holl droupou-se, konskrived, mobiled, tennerrien-frank (francs-tireurs) pere o defoa holl ioul-vad (bonne volonté) a-walc’h, met allas ! n’ho defoa nag urz, na gwizieges (expérience), ha na eûz ket a soudarded vad hep ann daou dra-se. Ann amzer a dremene hoc’h ober ann exersiz, hag en emgannou bihan, evit diski ho micher a soudard d’ann dud. Bars unan ann emgannou bihan-se, en ul lec’h hanvet L’Hay, mobiled ar Finister a em-gannaz kalonek braz, hag a oent meulet gant ann holl.

En keit-se, un arme dastumet war vord ar ster vraz hanvet al Loire a deue war Baris, dre ar vro gaer hanvet ar Beauce. Met ann arme-se, re-vihan, na c’hallaz ket derc’hel penn da arme ar Prusianed, pe ann Allmanted, pehini a oa kalz brasoc’h, ha goude emganno Toury hag Arthenay, a renkjont souza, ha zoken dilezel ar gêr a Orleans, lec’h ma teuaz ar jeneral Von der Thann gant ar Bavaroised, an 11 a viz Here. Ar gêr vraz a Strasbourg, en Alsace, pehini a oe lakêt ar seizi (siège) warnehi da genta, a rinkaz em renta, goude em difenn evel leoned gant ho jeneral Uhrich. Ar gêr-se a sonje gant ann