Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

digas boued en Paris epad an 21 devez-se. Ar Prus na ioullaz ket kiewet komz a gas boued d’ar Parisaned, ha setu ma oa red kenderc’hel (continuer) ar brezel, ha gant neubeutoc’h a chanz da c’honid eget biskoaz.

Koulzgoude un neubeud deiziou diwezatoc’h a troaz ann avel a-du ganeomp, hag a c’honejomp ur viktoar pehini a savaz un tammig kalonou ha fizianz ann holl.

Ar garg do sevel buhan armeou newez evit mont war Baris, a oa bet roet da genta d’ann otrone Crémieux ha Glais-Bizoin, tud honest hag a ioul-vad, mar kâret, met re oajet. Red a oa evit kement-se un den iaouank, leun a nerz hag a dân. An den-se a oe digaset d’imp euz a Baris en ur ballon, da lâret eo dre ann er. He hano a zo Gambetta. Kalz a vrud a zo bet grêt en-dro d’an hano-se ; darn ho d-eûz savet anezhan beteg ann env, ha darn-hall iwe ho d-eûz stleget (trainé) anezhan bars ar fank. Evel ma c’hoarvez alies, euz ann daou du ez oar êt re-bel. Gambetta hen eûz grêt kalz a faziou (fautes), ann holl hen goar ; met a hent-all, o stourm evel m’hen eûz grêt, hen eûz salvet hon enor ha diskouezet d’ar bed holl penos ar Franz, evit beza bet trec’het, dre drubarderes, na eo ket kollet c’hoaz ; pell a-c’hane !

A-baoue ann deiziou kenta eûz a viz Du, ar jeneral d’Aurelles de Paladines a oa en penn un arme a 80 mill den. Tost d’ar get a Orleans, e kouezas war arme ar jeneral Bavarois Von der Thann, hag a reaz d’ezhan souza beteg a gêr a Ethampes. Pa digwezaz ar c’hêlo mad-se en Paris, digaset gant ur goulm, kalonou ann holl a dridaz gant ar joa. Ur plan a zo grêt neuze, ha kaset en ur ballon da arme a Loire. Ann arme-man a oa breman krenv a daou c’hant mill den, pe dost. E-keit ha ma kerze war Baris, arme Paris, grêt gant mobiled, a dlee ober holl evit dont war arbenn d’ezhi (venir à sa rencontre).

Ann nao war-n-ugent a viz Du ez oa eta arme Paris en hent. Daou emgann (deux combats) dirollet a oe, ann dregont a viz Du, hag ann daou a viz Kerdu, en Champigny, war vord ar ster hanvet Marne. Mobiled ar Finister, dreist holl, a reaz ho dever, evel bep-tro. Euz ann daou du ez oa kalz a gollou, hep gonid sklêr en tu a-bed. Met allas ! arme al Loire, pehini a c’hortoer evel ur zalver, na deue ket, hag a oe red souza arre, ha distrei indann mogerou Paris. E-keit-se, ar jeneral d’Aurelles de Paladines a em ganne ive eneb arme ar prinz Frederik-Charles, pehini a deue eûz Metz. Neuze a oe gwelet sklêr pegement a drouk a deue d’imp eûz rentadek (capitulation) Metz. Mar na vije ket kouezet warnezhi ann arme terrupl-se, arme al Loire a divije gallet mont bete Paris. Mar kollaz, ar gounid a goustaz ker d’ar Prusianed, hag ar c’henta hag ann daou a viz Kerdu, en Baume