Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/37

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

la Rollande hag en Patay. a oent gwal-frottet. Zouaved ar Pab, en ho fenn ar jeneraled Charrette ha Cathelineau, a em gannaz evel leoned. Ar re-se a oa ive Bretoned peurvuia. Ann dri hag ar bevar, ann arme a renkaz dilezel Orleans.

Ar jeneral Chanzy, pehini a oe lakêt en lec’h ar jeneral d’Aurelles, a em dennaz neuze gant ann arme a-hed (le long) al Loire. ha bemde a vije un emgann bennag. Er gêr a Mans e chomaz, da lakaad urz en he arme, evit goude-se mont arre war Baris.

Un darn all euz arme al Loire. troc’het euz hini Chanzy. a oa em dennet etrezeg ar gêr hanvet Bourges, oc’h he fenn ar jeneral Bourbaki. Ann darn ar gouarnamant a oa da genta en Tours, hag a oa breman en Bourdel, a defoa kaset anezhan da zikour ar gêr grenv (la ville forte) hanvet Belfort, en Alsace, pehini a em difenne pell a oa a eneb ann Allmanled. Un arme vihan a oa ive en tu ann anter noz (le Nord) gant ar general Faidherbe, hag a c’honeaz diou wez war ar Prusianed, en Pont-Noyelles hag en Bapaume.

Met en arme ar jeneral Chanzy ez oa hon holl esperanz evit delivra Paris. Ann 21 a viz Kerdu, arme Paris a c’hoantaaz dont er-meaz he mogerou. Met na oe ket evurusoc’h eget ar weziou all. Neuze e komansaz bombardamamt kêr, ha beb-noz obused ar Prusianed a deue da lac’ha en ho gweleou, bugale ha groagez, ha diskar ha devi ann tiez. Ha koulzgoude nikun na gomze c’hoaz a em renta. Met allas ! ann naoun a dlee ober ar pez n’ho divije grêt bikenn ho c’hanonou.

Ar jeneral Chanzy, trec’het er Mans, a zo rèd d’ezhan souza arre beteg Laval. Er sav-heol, Bourbaki, goude deiziou mad, a zo trec’het ive en Hericourt, hag a renk mont er Suisse, lec’h ma ’z eo digemerret mad gant tud ar vro-se, da bere e tleomp anaoudêges vad evit-se. En hanter-noz (au Nord) Faidherbe a zo trec’het d’he dro en Sant-Quentin, gant un arme kalz brasoc’h eget he hini. A bep tu na deu ken nemet kêloiou fall. Ar Parisianed, goude bea debret ho c’hezek, ho chas, ho c’hizier, n’ho defoa ken pep-hini, nemet un hanter-livr bemdez a vara du ha fall. Na oa ket da lâret, rêd a oa em renta. Ann otro Jules Favr hec’h eaz eta da gavoud Bismarck, hag a oe grêt un diviz etrezhe penoz ar vro holl a vije galwet da henvel deputeed da welet pe a vije grêt ar peuc’h, pe dalc’het da ober ar brezel.

Ann deputeed a em dastumaz en Bourdel, en miz C’huevreur. Ann dra genta a rejont, a oe lakaad oc’h penn ar gouarnamant ann den honest, ann den fur, ann den gwiziek, pehini a oa bet hanvet depute gant 25 departamant — ann otro Thiers. Ann otro Thiers ez oa eta kaset neuze da Versailles, evit em glewet gant Bismarck war divizou (les conditions) ar peuc’h. Ar peuc’h-se, red mad oa hi c‘homer, siouas ! evel ma vije roet d’imp, na oa ket da lâret. Ar gambr a lâraz