Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/4

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


UR GIR ARAOK


————


Tud diwar ar meaz, Bretoned, ma mignoned,


Al levrig-man a zo grêt ewidoc’h : lennet anezhan, eta, ha na golfet ket hoc’h amzer, ha n’ho pezo goude tamm keuz, a gredan. Kavoud a refet en-han meur a dra vad da c’houzoud diwar-benn ho labouriou, ho iec’het hag hini ho loened ; hag iwe diwar-benn ar brezel diweza, hag ho kwiriou (droits) hag ho dleio (devoirs) en kever ho pro hag he lezenno. Kement-se holl na ouzoc’h ket, peurvuia, dre ma zo un niver braz ac’hanoc’h ha na ouzont ket lenn, hag iwe dre ma na eûz ket awalc’h a levrio mad etre daou dorn ar re ac’hanoc’h a oar lenn. Met diskit lenn da genta, hag al levrio mad a deuio iwe d’ho c’houlz, ni hen lavar d’ehoc’h.

Mar gwefec’h ar blijadur hag ann holl dreo a dalvoudêges a gav el levrio ann hini a oar lenn !

Met, evurusamant, mar zo kalz ac’hanoc’h ha na ouzont ket lenn, ho pugale a oufeo holl lenn, hep dale, rag ar Republik a deveuz grêt lezenno nevez war gement-se : ann holl vugale a c’hallo mont d’ar skol bremaïg, ha na gousto netra d’ar re baour.

En kalz a diez lec’h na oar lenn nag ann tad, nag ar vamm, ar vugale, me oar vad, hec’h a d’ar skol, hag a ouzont lenn un neubeudig bennag ; pe c’hoaz, a dra sur,