Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/40

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

lec’h ober ho dever, a dremenaz en tu ar re a oa em savet a-enep ar gouarnamant. Ann otro Thiers hag he vinistred a renkaz neuze mont er meaz a Baris, hag a em denjont da Versailles, rag Paris holl a oa indann vèli (sous la domination) ar re fall. — Ar jeneral Clement Thomas, ur republikan mad, a oe fuzuillet gant-hê, hag ive ar jeneral Lecomte, anavezet gant ur soudard fall bet kastiet (puni) gant-han ha pehini a diskuliaz anezhan (le dénonça) d’ar vuntrerien all.

Ur sizun divezatoc’h, vel ann dud vad na c’hallent ket em glevet etre-z-he, ha vel ma oa kalz anezho ive hag a oa êt kuit euz a Baris, vit na vijent ket laeret, pe marteze lac’het, ar re-fall (les révoltés) a reaz elektionou evit henvel ur Gommun. Lâret hon euz huelloc’h petra ez oa ar Gommun-se. Ann elektourienn onest a oa chomet en Paris, a deuaz a-benn gant kalz a boan, da ober henvel un neubeud kuzullerienn (conseillers) onest evel-t-he, pere a em dennaz kerkent, pe a roaz ho demission, evel ma ve lâret en gallek, rag na ioullent ket chom e-touez ur bagad tud foll, tud kollet a c’hle (perdus de dettes), laeron ha kanfarded deut euz a bevar c’horn Bro-C’hall, hag euz ar broiou all zoken. Ar Gommun a lakeaz staga euz mogerou Paris embannou (des proclamations) braz ; lavaret a ree en-he penoz he c’hoant a oa difenn ar Republik enep Versailles, e pelec’h ez oa koulzkoude, hag eman c’hoaz gwir gouarnamant ar Republik. Henvel a reaz jeneraled, — grêt war ann tol, gant a bep rum tud ; — evit bale enep armeou Franz, evel ar Prusianed. Hep dale a oe embannet ul lezenn (un décret) terrupl gant Cluseret, ministr ar brezel, evit ar Gommun, ha pehini a oa ur c’hoz kabitenn kaset-kuit gant disenor euz a armeou ar Franz. Al lezenn-se a lavare penoz ann holl dud, a-dalek seitek bete daou ugent vloaz, a renkje kemer ann armou evit difenn ar Gommun eneb gouarnamant Versailles, hag ar re na iouljent ket bale a galon vad, a vije grêt d’ezho mont dre nerz. Ann hevelep deiz, ar Gommun a reaz kemer ha lakaad er prison arc’heskop Paris, hanvet ann otro Darboy, hag ann otro Deguerry, person ar Vadalenn, en Paris. Ur sizun divezatoc’h a reaz c’hoaz teurrel er prison ur républikan mad hanvet ann otro Chaudey. Un niver braz a veleien a oa c’hoas lakêt er prisoniou, hag ive kalz a jendarmed. Meur a iliz a oe serret, pe a oe grêt anezhe salliou publik, en pelec’h tud ar Gommun hag ho mignoned a deue da lâret, pe welloc’h da huchal (brailler) a bep-seurt traou foll, mezuz ha spontuz. Leanezed a oe lakêt er prisoniou, lec’h ma lakaer peurliesa ar merc’hed a vuhe fall, ha potred ar Gommun, pere ho dalc’he eno, ho goapaë hag a lavare d’ezhe bep seurt komzou fall.

E-keit-se, memprou ar Gommun ho defoa aoun vraz da welet ann