Mad ez eo d’ehoc’h holl anaout buhez ann den brudet-kaer, ann den wiziek ha fur pehini a zo brema pensturier (président) ar Republik en Franz, ann otro Thiers.
Ann otro Thiers a zo mab ur mecherour (ouvrier). Gwelet a ret dre-se, ma mignoned, penoz ec’h haller sturia (gouverner) mad ur vro, hep beza ur prinz. Ganet eo er gêr a Varseill, er bloaz 1797, hag evel-se hen eûz brema pevarzek ha tri-uguent bloaz. En he iaouankiz, e studiaz kalz holl kement a mad da c’houzoud evit kuzulia mad ur gouarnamant, pe beza en he benn zoken, evel ma eman hirie, — hag e teuaz da veza gwiziek braz war al lezennou, ar finansou — da lâret eo ann impli (l’emploi) vad euz arc’hant ar vro, — hag ive war an tu da rena, da diski ha da vaga un arme. War histoar ar Franz ive, hag histoariou ar broiou all, na eûz ket a grenvoc’h evit-han. Goude beza disket evit-han he-unan, a skrive er journaliou hag el levriou, evit rei da anaout d’ar re-all ar pez hen defoa disket. War-dro ann noad a dregont vloaz, e skrivaz histoar Revolution Franz, ar Revolution vraz, hag he levr a zo ar gwella euz ann holl pere a zo bet gret war ar Revolution. Goude-se, e skrivaz en ur journal brudet d’ann amzer-soe, evit goulenn lezenno mad hag ur gouarnamant mad. Hogen el-lec’h selaou aliou mad ann otro Thiers, ar roue Charles dek, pehini a rene d’ar c’houlz-se, a c’hoantaaz ober al lezennou nevez he-unan, hep goulen kuzul ann Deputeed ez oa bet dibabet gant ar vro, hag hoc’h ober evel-se e reaz fall, hag e lakaaz ann holl a-eneb d’ezhan. Popl Paris a em savaz neuze, ha Charles dek a rinkaz mont er-meaz a Franz, en Bro-Saoz. Ann Deputeed a hanvaz neuze da roue en he lec’h Loëiz-Fulup. Kement-man holl a c’horveaz ar 27-28 ha 29 a viz Gouere, er bloavez 1830.
Daou vloaz divezatoc’h, ann otro Thiers a oe hanvet ministr, hag a renaz evel ministr epad pevar bloaz. E-keit ha ma oe ministr, a oe peur-c’hret (achevée) ar brezel pehini a redimaz ar Belgiq euz indan veli (domination) ar Holland. Ar gêr-grenv hanvet Anvers, lec’h ma oa em dennet ann Hollanded, a oe kemerret, hag a-boe ann amzer-se, ar Belgiq a zo ur rouanteles libr.