Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/48

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —


Bez’ a zo tud, evel ar Prusianed, pere na reont ar brezel nemet evit gonid, da lâret eo laeres douarou hag holl draou ho amezeienn ; hogen armeou ar Franz ho d-eûz a bep-amzer difennet ar re dinerz, ha redimet ar re a oa gwasket (opprimés). En amzer-se, evel breman, ann otro Thiers a renkaz mouga (réprimer) froudennou d’ar bopl da em sevel a-eneb d’he roue. Hen a lakaaz kemer ann dukes de Berry, pehini a c’hoantaë ober d’ar Vendea em sevel, ha lakaad da roue he mab, bihanig c’hoaz neuze, hennes pehini a gemer hirio ann hano a Herri Pemp. Divezatoc’h a rinkaz c’hoaz ober ar brezel d’ar republikaned, pere a c’hoantaaz diskar Loëiz-Fulup, hag a kersaz he-unan eneb ar barikadennou. Er bloaz 1835, ur muntrer hanvet Fieschi a eseaz lac’ha ar roue, gant un ijin (machine) hanvet en gallek machine infernale, da lâret eo ijin ann ifern. Ar roue n’hen defoe drouk a-bed, nag ann otro Thiers ive, evit-han da veza en kichen ar marichal a Franz Mortier, pehini a oe gouliet d’ar maro. Hogen prestig goude-se, siouas ! a lakaaz ar bopl a-eneb d’ezhan gant lezennou anvet lezennou miz Gwengolo, ha pere a vihannae liberte ar journaliou. Er bloaz 1836 a paouezaz a veza ministr.

Pevar bloaz divezatoc’h, en 1840, ann otro Thiers a oe arre galvet da vinistr gant ar roue Loëiz-Fulup. Neuze a reaz digas da Baris relego ann Impalaër braz, Napoleon kenta, pehini a oa marvet en enezenn Santes-Helena, lec’h ma oa dalc’het prisonier gant ar Saozon, — evit beza grét re ar brezell. He gorf a oe lakêt neuze en iliz ann Invalided, pe ar soudardet mac’hagnet, en Paris.

Neuze ann otro Thiers a aozaz (prépara) ar Franz evit ur vrezel vraz. rag ann holl a sonje a vije ur vrezel vraz diwarbenn ann Turkianed, evel brezel ar C’hrime, en 1854. Neuze e lakaaz sevel mogerou ha kastellou (les forts) Paris, pere ho d-eûz, epad pemp miz, harzet ar Prusianed da vont en Paris, rag Paris n’eo ket bet komerret gant ar Prusianed, em rei a d-eûz rinket da ober, siouas ! pa na oa ken netra da debri en kêr.

Na oe ket a vrezel neuze, evel ma sonje gant ann holl, hag ann otro Thiers a baouezaz arre da veza ministr. Neuze a em lakaaz da skriva buhez ann Napoleon braz, unan ar c’haera levriou euz hon amzer.

Er bloaz 1848 a oe ur revolution nevez, hag en dro-se arre ar gouarnamant hen defoe keuz dre ma n’hen defoa ket selaouet ann otro Thiers. Ar bopl a c’houlenne ma vije galvet, — nann ann holl evel brema, — met un niver brasoc’h a dud, da henvel ann Deputeed : hogen Loeïz-Fulup hag he vinistred na iouljont ket selaou mouez ar bobl, ha Loeïz-Fulup a gouezaz ive, evel ma oue kouezet Charles dek. Allas ! kerkent a ma teu un den da veza dreist ar re-all, evel