Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/49

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —

Roue, pe Impalaër, na selaou ken ann dud fur, hag a koll he ben, hag a teu prestig da goueza. Pa oe peurc’hrèt (finie), pe dost, ar revolution, ar roue koz a digorraz he zaoulagad. Neuze a c’hoantaaz lakaad ann otro Thiers da vinistr, evit ann derved gwez, ha rei d’ar bopl ar pez a c’houlenne : met allas ! re-divezat ez oa ! — Dre ma n’hen defoa ket ioullet rei un dra dister, er c’houlz vat, Loëiz-Fulup a gollaz e gurunenn, hag a renkaz iwe em denn en Bro-Saoz, evel Charles Dek.

Ann otro Thiers a reaz euz he wella evit harza (arrêter) ar revolution ; met ar bopl, ur wez en hent, na ve ket dalc’het evel-se. Ann insurjeed a oa mestr en kêr holl, ha n’eo ket ministred nevez hep-ken a c’houlennent brema, met kas-kuit ar roue hag ann holl rouanez zoken, da vikenn. Ma renkaz eta ar roue koz, gant he re (avec sa famille) tec’hel en Bro-Saoz, evel am eûz lâret huelloc’h. — Loëiz-Fulup a oa un den onest, ur roue mad ; met allas ! ha na ve ket lâret gant Doue penoz ann holl rouanez, ar re wella zoken, a deu un de da stoufa ho diou-skouarn da vouez ho fopl ?

Ann otro Thiers, hanvet da depute goude ar revolution, a guzuillaz ann deputeed da digemer mad ar Republik, pehini a oa bet embannet (proclamée) gant ar republikaned : — « Ar republik, emezhan, eo ar gouarnamant pehini hon disunan (désunit) ann neubeuta. » — Hag en gwirionez, ann holl a ioull (désire) servija he vro, — el lec’h darn na ioullont ket servija ar Vourboned, pe ann Orleaned, pe ar Bonaparted. Ma ve goulennet diganehoc’h, ma mignouned : — « Ha c’hui a gar ar Franz ? » Holl a lavarfac’h, en ur vouez : — Ia ! — Ha mar be goulennet diganehoc’h : — « A c’hui a gar ann Impalaër ? » — unan a lavarfe : — « Gwelloc’h eo ganen Herri pemp ; » — unan all : — « Gwelloc’h eo ganen an duk d’Aumal, mab Loëiz-Fulup ; » — hag unan all : — « Ia, me a gar ann Impalaër, ha na garan na Herri pemp nag ann duk d’Aumal. » — Evel-se eta ann holl a em glew evit karout ar vro, ha pa ve komzet euz a brinsed, a ve tabut ha na em gleveur ken. Leuskomp eta ar prinsed da em chikanad etre-z-he, ha bezomp holl a unan evit karout ar vro, ar vro hep Roue, da lâret eo ar Republik.

Ann otro Thiers a servijaz e-leal (fidèlement) ar Republik. ha bep-tro a roaz he vouez a-eneb ar re a c’hoantaaz hi diskar. En miz Ewen 1848, tud fall a em savaz a eneb gouamamant ar Republik ; met trec’het a oent hep dale, hag ar re ar muia kabluz a oe kastiet. Ann otro Thiers a harpaz stard ar jeneral Cavaignac, karget da vouga ann insurrection, ha neuze, evel breman, ez oe enebour braz ann demagoged, da lâret eo ar re a lâr beza republikaned, ha na int, en gwirionez, nemet tud a disurz, hag alies torfedourienn (des criminels),