Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/50

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —

evel tud ar Gommun. Ul levr kaer a skrivaz d’ar c’houlziou-se, evit diskouez sklêr penoz ar pez hen eûz goneet pep-hini dre he labour hag he boan a zo d’ezhan, hag ann hini a c’hoanta hen lemel digant-han a zo ul laer, ha zoken un torfedour. Na roaz ket bep-tro he vouez, pe he vot, en gallek, da blijout d’ann holl, ha, me oar-vad, hen eveuz keuz brema d’hi beza roët evel m’hen eveuz grêt a-weziou (quelque-fois) ; met, da vihanna, hi roaz bep-tro hervez he gonsianz, ha bepred a chomaz un den onest. Evel-se ive ez oe kemerret a lakeet er prison pa reaz ho zol potred ann daou a viz Kerdu 1851. Prestig goude a tistroaz en Franz, met na c’hallaz ken, siouas ! beza euz ar gouarnamant.

Er bloavez 1863, ez oe koulzgoude hanvet Depute, en Paris, hag a komzaz alies eneb brezel gwall-reuzeudik (désastreuse) ar Mexiq, pehini a zo koustet d’imp kement a soudarded hag a arc’hant, hag a zo bet evidomp ker mezuz. Met ar c’houlz (le moment) ar muia enoruz euz he vuhe, marteze, a oe ar bemzek a viz Gouere, pa esaaz harza ar brezel milliget eneb ar Prus. Alies hen defoa lâret d’ar gouarnamant ha da gambr ann deputeed kaout disfizianz euz ar Prus, met den a-bed na reaz van euz he gomzou, ha Napoleon III a zo ann drivet roue (souverain) diskaret evit beza stoufet he diou skouarn da aliou mad ann otro Thiers. Ann otro Thiers hen defoa roet ann ali da harza da em vrasaad ar Prus, pehini a em gavaz kresket braz he galloud goude ma defoa goneet viktoar Sadova var ann Autrichianed, er bloavez 1866. Roët hen defoa ive ann ali da greski ann niver euz ar soudarded, met na ioulle ket gwelet mont a-eneb ar Prus gant armeou re-vihan, goude hi beza lezet da dont da veza ken krenv. Hogen, a-eneb d’ar skiant vad, ann Impalaër a lezaz ar Prusianed da greski ho nerz, d’ar c’houlz m’hen dije gallet ho harza da ober kement-se, ha pa oe deut ar Prus da veza krenvoc’h eget ar Franz, a tisklèriaz ar brezel, evel un diot. Ann deputeed pere a oa a-du gant ann Impalaër a veule anezhan hag a krient : — Da Verlinn ! da Verlinn ! [1] — evel ar ganfarded (les gamins) dre ar ruiou. Ann otro Thiers a esaaz ober d’ezhe gwelet penoz na oa nemet digareou fall evit ober ar brezel, ha na oa ket prest hon arme. Tamallet a oe neuze da veza gwerzet d’ar Prusianed.

Setu ama darn euz ar c’homzou a lâraz en de brudet-se :

  1. Berlinn a zo penn-kêr, en gallek — capitale — ar Prus, evel Paris a zo penn-kêr ar Franz.