Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/57

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —


PREZEGENN
PE SARMON PERSON PLOU…
————


Ma mignoned, ma selaouet un neubeud amzer, me ho ped, rag ho person, pehini na glask en pep tra nemet ho mad, hen eûz da gomz d’ehoc’h, hirie, euz a draou a dalvoudèges vraz. Gwall-fall eo bet troët ann traou en hon bro, epad ann darn diveza euz ar bloaz 1870, hag ann hanter kenta euz ar bloaz tremenet, 1871. N’hon eûz ket gwelet ar Prusianed en Breiz-Izel, se a zo gwir, met en ul lod vraz a Vro-C’hall n’ez int bet gwelet nemet re, siouas ! Hon iaouankiz holl a zo bet redet a-eneb d’ezhe, ha meur a hini na eo ket bet distroët d’ar gêr ; sellet en-dro d’ehoc’h hag a welfet oc’hpenn ur skabel goullou en iliz. Ar re-se ho d-eûz roet, kalonek, ho buhez evit difenn ho bro, (rag Bro-C’hall a zo hon bro, kerkoulz ha Breiz-lzel). — hag emaint brema gant Doue.

Ho kalonou holl, me hen goar mad, a zo glac’haret o welet penoz ez eo bet gwall-gaset (maltraitée) hag izelleet hon bro ; met rèd a vo d’imp em sevel un de ha diskouez na omp ket marw c’hoaz, n’eo ket gwir ? Greomp ma talvezo d’imp ar gentel digaset gant Doue, hag evel-se a teufomp da veza un de brasoc’h ha krenvoc’h eget biskoaz. — Met penoz ober se ? a lârfet marteze. — Rèd eo distrei, buhan, war ann hent mad, ha labourad da em ober welloc’h eget ma ’z omp. Na dalv da netra koll hon amzer o lâret penoz ar re a oa en penn ar gouarnamant na oaint ket ar re a dleje beza bet, penoz hon jeneraled na wient netra, pe ez oaint trubarded, peurvuia…, ha kalz a draou all evel-se ; nann, ni hon-unan eo a zo hon brasa enebourienn, hag a zo bet kiriek da holl. Labouromp eta, a vrema, evit em ober welloc’h, hag asgonid d’hon zro ar pez hon euz kollet, rag hon bro na vezo biken nemet evel ma vefomp ni hon-unan.

Lâromp un dra bennag diwarbenn ann diskadures (l’instruction). Pa ’z oac’h o em-ganna eneb ar Prusianed, ar wirionez a oa ganheoc’h, hag ann nerz a oa a eneb d’ehoc’h. Met allas ! n’eo ket awalc’h kaout ar wirionez oc’h he du evit trec’hi, rèd eo c’hoaz kaout armou mad. Armou an Allmanted na oaint ket hep-ken ho fuzuillou a nadoz (fusils à aiguille), met c’hoaz, met dreist-holl, ho diskadures. Ur soudard disket mad a dalv keit hag un oviser. Er