Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

Prus, ann holl a oar ha lenn ha skriva ; ha c’hui a zo peurvuia, pell ac’hane ; an dredern ac’hanoc’h, ma zud keiz, na ouzont ket sina ho hano. Kement-se a zo mezuz ! C’hui, pennou tiegez (pères de famille), a die kas ho pugale d’ar skol ; ho pugale a vezo, ho koude, harperienn ar vro, ha mar na ouzont netra, na rafont ive netra a vad.

Met ann diskadures, evit-hi da veza un dra gaer, na eo ket c’hoaz a-walc’h. Ar gwizièges (la science) na eo nemet ur benvek pehini hon laka da c’hallout dibab etre ar fall ha ar vad. Evit ober mad, ez eo red karoud ar vad, hag ez eo rèd lakaad ho pugale da gaout ar garante-se. Ha penoz e teufet a-benn da ober kement-se ? Dre galz a gomzou ? — Nann, — nemet dre ar skouer vad. Ar bugel pehini n’hen eûz ket disket douja (respecter) he dad, ha na wel ket en he dad ar skouer euz ar furnez, ann dever, ar relijion, hen defo poan vraz o tont da veza un den mad ha fur (un honnéte homme). — Mar tremened hoc’h amzer en hostaleri, petra a lavaro ho mab pa virfet out-han eva ? Lavaret a raio : — Ha perag eta na rafenn me ket evel ma zad ? — Kement-se n’eo ket mad ; rèd eo ober d’ho pugale karout beza er gêr ; red eo rei d’ezhe da anaout sklêr penoz ez eo braz ho karantez evit-he, ha na rafont netra hep goulenn kuzul diganheoc’h, hag evel-se a espergnfet d’ezhe kalz a geuz (regrets). D’ann noz, goude koan ha labouriou an de, ar penn-ti a rafe mad o komz d’he vugale, ha da holl dud he di ive, a draou a dalvoudeges, pe o lenn d’ezhe ul levr mad bennag, rag evel-se e teufent, hep poan, da dilezel ar c’hoario hag ann dud a skouer fall. Disket d’ezhe stoui (se baisser) dirag ar bleo-gwenn. douja ar groagez, kaout kas euz ar gaou, kaout mez euz ar vezwenti hag ar blijadurezo fall. Evel-se e rafet soudarded mad evit harpa ar vro, hag ive sitoyaned vad.

Rag evit lakaad ur vro da veza evuruz ha krenv, ez eo rèd da genta senti oc’h he lezenno. Petra a ra nerz un arme ? Ar reiz vad (la discipline). Mar na ioull ket ar soudard senti oc’h ar serjant, nag ar serjant oc’h ann oviser, ha mar lavar ann oviser penoz ez eo muioc’h gwiziek eget he jeneral, ann arme-se a vezo evel hini ar gommun Paris, a be-hini he jeneral he-unan a lavare : — « Ann holl a c’hourc’hemen, ha den a-bed na ioull senti. » Lec’h na ve reiz a-bed, holl a zo kollet, pe dost da veza. Ha kredi a ra d’ehoc’h penoz na eo ket evel-se ive gant ann traou civil ? — Eo a-vad. Met aman (en traou civil), na eo ket da un den a dle senti ann dud, met d’al lezenn. pehini a zo ioull (la volonté) ann holl. E-keit ha na vezo ket al lezenn un dra sakr, e-keit ha ma kredo pep-hini gallout mont a-eneb d’ezhi, mar displij d’ezhan, — e keit-se a vefomp war