Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/59

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

hent ann dismantr (la ruine). Perag ma eo deut da vad, — ur pennad, — tol Commun Paris ? Penoz ar Barisianed, pere ho defoa stourmet ken kalonek epad ar seizi (siège), penoz ho deûz lest da ober, divezatoc’h, ur bagad tud-fail, pere na glaskent nemet lac’ha ha tana holl ? M’hen lavaro d’ehoc’h en diou gomz : — Ann dud-se ho d-eûz roët da gredi da bopl Paris ez oa fall ho gouarnamant, hag ar Parisianed pere na ioullent ken senti oc’h al lezenn, nag oc’h mestr a-bed, ho d-etûz c’hoantet neuze diskar ar gouarnamant-se. Met allas ! ker eo bet koustet d’ezhe. N’am eûz aoun a-bed a rafeac’h kement all, c’hui. Met gouveit mad, ma mignoned keiz, penoz ann doujanz (le respect) a zo un dra a dle beza disket abred : rèd eo d’ar bugel karout he dad, senti d’ezhan, ha kaout aoun da wall-ober en he gever, en un dra bennag. Savet mad ho pugale eta, herve lezenn Doue hag hini ho pro, hag evel-se e labourfet evit Doue hag evit ho pro.

Petra a lavarin-me d’ehoc’h brema diwarbenn ar relijion ? — Sonja a ra d’ehoc’h marteze, ma mignoned, penoz n’am eûz nemet melodiou da rei d’ehoc’h war ar poent-se, abalamour ma teuet holl bep-sul, d’ann offerenn-bred ? — En gwirionez, kement-se a zo mad kaer, ha pa vennan (je pense) en traou euzuz pere a zo bet gwelet en ilizou Paris, e pad amzer ar gommun milliget, a em gavan eüruz en ho touez. Ha koulzgoude, a-weziou, pa vennan er pez a welan aman, e ven ive trist meurbed ; pa welan ma iliz leun, hag ur pennadig goude ann hostaleriou leun ive ; pa sonjan penoz goude beza selaouet ann offerenn hag ar brezegenn (sermon), a em dennet peurvia, evit koueza kerkent en ho faziou koz ; ha mar g-oc’h tud vad, tud a relijion, pa vec’h indann daoulagad ann holl, er gêr, re alies, a renet ur vuhe disurz, hag hec’h ankouaët abred ar pez ho pe klewet d’ar sul, en iliz : ia, neuze a ven trist, hag a lavaran en-hon ma hunan : — Ha gwir eo ho relijion ? Allas ! aoun braz am eûz na vefe ket, rag n’eo ket a-walc’h dont bep-sul d’ann offerenn : c’hoant am eûz d’ho kwelet o reen (conduire) ur vuhez all, ha beteg eno, na roinn peuc’h a-bed dehoc’h. Karit Doue, a wir galon, ma mignoned, ha pedit anezhan evit hon bro baour, rag ezomm braz a d-eûz da veza sikouret, goude ar gwall-reuziou (calamités) a zo bet digaset warnezhi, evit hi c’hastia !


————