Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/63

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

en he zorn kleiz, ur skudel leun a had ; bep pemzek pe dric’houed meudad, e ra un toullig, gant he zorn dehou, hag a laka ebars ter pe beder hadenn ; neuze a tol un dornad douar beo en toul, evit-hen stoufa. C’huec’h pe seiz den, potred pe verc’hed, ec’h hall ober evel-se un devez arad bep deiz. Anaout a ran, en Kerne un tiegez a bevar devez war-n-ugent a zouar, lec’h ma lakaêr bep-bloaz daou devez arrad indann betterabes, ha daou-all indann panes.

Pa hader betterabes, hep irvi, war ann douar pleean, en antjou digorret gant ar verkeres, e toler ann had en pep ant, war ann hed lavared bremaig, hag a c’holoer gant ann douar savet a bep tu. Ar verkeres a zo henvel euz ur rastell, tri pe bevar dant braz out-hi, hag a zo daou droatad etre pep-hini anezho. Un den a zigas anezhi o vale war he gill (en allant à reculons) ann eeuna ma ec’h hall mont. Ur wez digorret ann antjou kenta, e laka ann dant tosta a zo en penn ar rastel en ant diveza digorret, evit em hentja (se guider) er giz-se da zigerri ann antjou all, ken a vez peur-c’hret ann dachenn. Bez’ ez euz tieienn ha ho d-eûz lakeet ar verkeres war gillorou ; un aneval a stlej (traîne) anezhi, hag a reont evel-se easoc’h ha buhanoc’h. Ann easa (le plus facile) evit ar re na ouzont ket ober gant ar benvek-ma, eo hada war irvi bihan.

Ar c’hoenna kenta a ve grêt pa ve ar betterabes bihan, ha nann c’hoaz re-stank. Ober a reer founnuz gant un bigell pe ur var, rag al louzou n’ho d-eûz ket bet amzer c’hoaz da dont da veza hirr ha stank. Evit ann eil c’hoennad, ec’h haller ober gant ur c’hoenneres (sarcleuse) stlejet gant ur pen kezek ; hogen ar benvek-se na eo anavezet c’hoaz nemet gant neubeud a dud, en hon bro, hag evel-se ar gwella, evit ann darn-vuia, eo ober arre gant ar bigell, pe ar var. Pa ho d-eûz grêt ar betterabes bihan peder pe bemp delien, na lakaër nemet unan en pep toull. Rèd eo c’hoenna un ter gwez bennag a-raok ma ve deut ar c’houlz d’ho zenna, ar pez a ve grêt en miz Here, ha da zivezata, war dro gouel ann Holl-Sent (la Toussaint) ; rag mar chompfent en douar epad miz Du, ar skorn a disse (pourrait) ober kalz a drouk d’ezhe. Ar betterabes na int evit harza kaer euz ar skorn.

Kutuill’ ec’h heller deliou, evit ho rei d’ar saout, goude hanter Eost, met rèd eo lakaad ewez da na gutuill’ nemet ar re a zo deut da veza melenn ha soublet d’ann douar ; mar kutuilfac’h ann deliou glaz, e rafac’h gaou euz ar betterabes, ha na vefent ket kerkouls. Lavaret a zo bet penoz ann deliou betterabes na reont vad a-bed d’al loened ; koulzgoude pa ve roet da heul un tamm boed sec’h, ha pa na ve nemet plouz, na int ket fall d’al loened korn, hag al leaz na vihana ket gant ar saout.