Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —


Ar panes na deuont ket da vad en douarou Kerne, pere a zo peurvia re-vaz ha re-skanv. Bêr ha kroc’hennek a vefont ; na eûz netra difounnoc’h eget panezo er giz-se. En Leon hag en Treger a reont brouskon kaër, hir, flour ha founnuz ; hogen mizuz (coûteux) int, en defot hada anezhe a rengadenno. Pa vezont hadet en doare-se, e vezont c’hoennet kalz êsoc’h ha buhanoc’h ; ouspenn, brasoc’h brouskon a reont abalamour m’ho d-eûz muioc’h a er, ha muioc’h a hent evit ober ho c’hresk. Ar re wella, hadet gant ann dourn, na roont ket daou-ugent mil livr dre devez-arad, el-lec’h ar re a ve hadet a rengennado a ro betek tri-ugent mil livr dre devez-arad.

Ur c’hiz all, a-nevez deut en meur a diegezou, eo arad ann douar panes a-raok ar goanv, hag ar c’henta ma ’c’h haller, goude ann eost. Er giz-se ann douar hag a louzou ho d-eûz amzer da vreigna, ispisial pa ve aret dre amzer gaer. En miz Meurs, a-raok disarad, e toler ann oged war ann dachenn, hag e dastumer al louzou, treuzieod, mellou, ounkl. Neuze ann douar a em zalc’h neat, ha kalz druoc’h. Pa ’z eo neteet er giz-se, ec’h haller disarad, kloeda goude, hag hada gant ar verkeres hag ann haderes ; goloï a reer ar rizennou, hep ho meski, o roï gant ewez un tol oged.

Ar c’harottes a deu en pep-seurt douar, hag en hini falla zoken, gant temzi mad. Noazet a ve d’ezhe, a-weziou, ant ar melc’houed, pa c’hlazont dre dousder. Gwelloc’h ez eo eta lakaad ar c’harottes en douarou skanv, en pere ez eûz neubeud a velc’houed. Ho hada a reer en rizennou, evel ar panes ; paneved-se, na ve ket gallet ho c’hoenna, hep kalz a boan hag a amzer. Ann had a renko eza frotet ha nizet (vanné) a-raok hen teuler en haderes. Gwelet a ret, ha bremaïg a welfet c’hoaz penoz ann haderez ec’h hall beza impliet da hada meur a dra. Ann nep n’hen eûz na merkeres nag haderes, ec’h hallo hada gant ann dorn, war irvi bihan, o lezel ann antjou goullou ; er giz-se a vefont êsoc’h da c’hoenna evit pa hader war ann douar plen. Ar c’harottes na em viront ket pell ; breina a reont buhan. hag ez eo gwelloc’h ho rei d’al loened a-raok ar brouskoun all, da lavaret eo en miz Du, ha d’ann diveza en miz Kerdu.

Ann irvinou-rutabaga, hanvet gant ann dud diwar ar meaz kaol-irvinn, a deu kement a kerkoulz hag ar betterabes, pa em gavont en un douar da blijout d’ezho. En douarou roez hag en douarou skanv a reont gwelloc’h brouskoun eget na reont pa zigwezont en douar pounner. Chansuz ez int pa c’hlazont dre ann heol tomm, abalamour d’ar c’huiled du (en gallek, pucerons) a lip anezho en neubeud amzer. Abalamour da se, e kavan gwelloc’h lakaad betterabes, pere na vankont ket da zont, pa reer d’ezho evel ma ‘z eo dleet. Ann irvinou-rutabaga ecvh hallet hada ive gant ann haderes, gant serri ann toullou