Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/73

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —

da glask un draïg-bennag evit hon leign ; met, war a welan, ar fao na c’hreunont ket kaër er Baradoz ; gwell’ eo ganheoc’h ar piz, me oar-vad, hag am be c’hoant a rofac’h d’in un tammig bara…, bara gwenn, mar hoc’h eûz da dioueret ?

— Bez’ as pô, — eme sant Pêr, — kement ha ma kari, ha kig ha gwinn iwe zoken.

Mizer a drugarekaaz sant Pêr, hag a diskennaz neuze dre ar favenn, brank ha brank, ha pa digwezaz er gêr, a oa leign war an daol. Hag e tebraz kalz, hag hec’h evaz muioc’h c’hoaz, hag a kouskaz neuze, laouenn kaer. Met he vroeg na rez, epad ann noz, nemet em drei hag em distrei en he gwele. Ann dewarlerc’h, ez oa dishunv beure-mad :

— Na c’haller ket kousket en ti fall-man ! — a lâraz d’he den ; atao a veer en aoun a kouezfe ar mogero war ho penn. Sant Pêr a zo mad ha karantezuz ; da betra na t-eûz ket goulennet digant-han un ti brasoc’h ha kaeroc’h ? Met te na sonjes nepred en tra a gement a c’halfe ober plijadur d’in-me !

Mizer na lâraz netra, hag a em lakaaz da c’huitella. Er stum-se a em gomerre evit lâret nann, pa vije he vroeg o kana-pouill d’ehan. He vroeg na debraz tamm d’he leign, ann de-se. — Pa welan ar c’hoz tieges-man, emehi, hec’h a ann naoun diganen ; un de bennag a kouezo war-n-on, e-keit ha ma vi o vale ; met petra a ra se d’id ? Te na oueli takenn hag a gomerro un’-all, prestig goude.

Mizer a hijaz he benn hag a lemaz he votou, hag a pignaz arre er wezenn. N’ec’h ee ket, ann dro-ma, ker buhan hag ann dro genta. Digwezout a eure koulzgoude etal dor ar Baradoz, hag a skoaz : Dao ! dao !…

— Piou a zo aze ? a c’houlennaz sant Pêr.

— Goûd a ret, otro sant Pêr, ar potr-koz Mizer.

— Petra a c’houlennes arre ?

— Ah ! otro sant Pêr binniget, hon ziig a zo ken koz, ken fall, ma c’halfe koueza war-n-omp hep dale ; dre druez ouzimp, mar ho pefe ar vadèles d‘hen startaad ha d’hen kreski un tammig ? Ha neuze, ma groeg a garie iwe kaout un tammig liorz, gant avalo ha per en-hi, ha peuri evit ur vuc’hig.

— Ma ! distro d’ar gêr, a lâraz d’ehan sant Pêr, o hija he benn, hag a kavi kement-se holl ; met na deu ken da c’houlen netra diganen.

— Trugarez, otro sant Pêr benniget.

Hag a tiskennaz ar potr-koz a vrank da vrank, ha pa digwezas ouz traon, na em anavee ken gant kement a wele : un ti kaer, toët en glaz , gant ur porz kloz, leun a ier hag a houidi, hag ul liorz kaer dreg ann ti, ha ter vuc’h vriz ebars. Hag he vroeg a oa gwisket evel