vroeg vad eo koulzgoude. Ar baourentez hag ar boan a laka he c’halon baour da ranna, ha na ro peuc’h a-bed d‘in gant ar c’hoant ma hon lakafac‘h hon daou da vea roue ha rouanez ; neubeutoc’h a baourienn a vefe neuze er vro, emezhi, ha me a gred a lavar gwir, rag kalonou karantezuz hon eûz hon daou.
— Gwelet eta ! a lâraz sant Pêr, souezet ; met na eûz ket a forz, pa eo dre garantez a c’hoantaët bea roue ha rouanes, a vezo c’hoaz grêt hervez ho c’hoant. Met na deu ken ma bete gant ar seurt sorc’henno, pe as pô keuz divezatoc’h.
— Mill bennoz Doue war-n-hoc’h, otro sant Pêr binniget, a lâraz ar potr-koz. Hag a tiskennaz neuze, ha pa digwezaz ouz traon, a kavaz he vroeg war ur gador alaouret, hag en-dro d’ezhi otronez hag itronezed vraz, hoc’h ober ho lez. Epad daou pe dri devez, na oe nikun evurusoc’h eget hi war ann douar : met un dez a kavaz ur vlewenn wenn war a fenn, hag a oe souezet o welet penoz ar rouanezed iwe a deue da goza gant ann amzer. Ann dewarlec’h, a c’hoantaaz debri krampoues-gwiniz, hag a tebraz kement, dre m’ho c’have mad, ma oe rèd lask ul louzouer (médecin) war he zro. Ann dewarlec’h a klewaz penoz a oa marvet groeg he c’henta ministr, ha setu-hi da sonja a renkje merwel iwe marteze, hag a-dalek neuze na gavaz mui na plijadur, na joa a-bed war ann douar. Ma teuaz da veza trist-kaer ; na debre ha na gouske ken. hag ur sul ar beure a lâraz d’he den : — Lâret mad ho poa : evidomp da vea roue ha rouanes, kement-se na harzo ket ar c'hlenved da goueza war-n-omp, evel war ann dud-all, ha marteze zoken ar maro ; met mar vefes ann otro Doue, te, ha me ar Verc’hes Vari, neuze na varwfemp ket, ha n’hor befe netra ken da c’hoantaad.
Ar potr-koz, o klewet kement-se, a vennaz penoz he vroeg paour hi defoa kollet ar pezig a oa chomet gant-hi a skiant-vad, hag a lâraz d’ehi mont da vale un tammig, evit komer ann er.
— Me wie er-vad, a lâraz-hi d’ehan neuze, penos n’oc’h eûz biskoaz ma c’haret ; ha koulzgoude ez oann iaouankoc’h evit-hoc’h, ha n’am eûz biskoaz selaouet nemet-hoc’h ; met diot mad ez oann, siouas !
Mizer a savaz he diou-skoaz, hag hec’h eaz da ober ur c’hornedad butun en he liorz (jardin).
Daou de goude kement-man, ar rouanes a lâraz d’ehan arre :
— Ur roue ha n’hen defe ket c’hoant da vea henvel ouz ur porc’hel o larda en he graou, a dle c'hoantaad bea Doue, ha pa ne ve nemet ewit rei da bep-hini ann amzer a c’hoantao evit he ed hag he holl drevad.