Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —


A-dalek neuze, na glewe ken bemdez ar paour keiz Mizer nemet ar seurt komzo divalo ; prestig goude zoken , ’vel na ree van a-bed ouz ar pez a glewe, a oe bac’hatet gant-hi. A-wezio, evit-han da vea mad-kaer, a em save out-hi, hag un de ma oa bet gwall-gaset gant-hi, a roaz d’ezhi un tol-troad lec’h ma ouzoc’h er-vad, o lâret: — Ro peuc’h d’in, groac’h ann diaoul !

Met setu-hi kerkent da grial war-bouez he fenn : — Ar roue hen eûz ma skoët ! Me eo maleürusa rouanes a zo war ar bed ! Ar roue hen eûz ma skoët ! Hag a skloke al lez holl gant-hi. Ma welaz er-vad ar paour-keiz Mizer penoz n’hen defoa netra a welloc’h da ober eget senti. Setu-han eta da bignad arre er wezenn, met gorrek, gorrek, hag hep kalon. Digwezoud a eure koulzgoude etal dor ar Baradoz ; met na grede ket skeï war ann nor, hag hogoz a oe d’ehan diskenn, hep mont pelloc’h : met pa sonjaz er vuhez a c’hortoë anehan er gêr, a krogaz er morzol, hag a skoaz : — Dao ! dao !… Ha kerkent a klewaz ur vouez garo ha rust o lâret : — Daoust hag a ve arre ar potr-koz fall hont, Mizer ?

— Ia, siouas ! otro sant Per binniget, — a lâraz Mizer, mezuz braz, — ha kollet ez oun, me oar-vad, en dro-ma, mar n’hoc’h eûz bet biskoaz groeg ?

— Nann, dre c’hraz Doue ! a lâraz sant Pêr ; — ha te, potr-koz fall, as pô keuz o vea c’hoantaet bea finoc’h eget-on, rag a vreman a teui da vea ur paour keiz klasker-bara, evel kent : kê-kuit pa gari, n’am eûz netra ken da lâret d’id.

Ha porzier ar Baradoz a serraz he dor, gant trouz. Ha kerkent ar paour-keiz Mizer a em gavaz war ann douar, hag a welaz he diig-soul, prest da goueza, hag he vroeg, goloët a billo hag a druillo, a oa o neza stoup war dreuz ann nor. Pa welaz ar potr-koz, en ur stad ken truezuz hag hi, a savaz, drouk-kaer en-hi, hag a tamallaz anehan dre ma selaoue kuzuillo ann holl, hag a lâraz d’ehan penoz na oa ket un den, ha kalz a dreo-all evel-se. Met Mizer a dennaz he gontel ouz he c’hodel, ewit troc’ha ur vaz er harz, ha neuze a tawaz ann diaoules koz.

Prestig goude a varwaz, gant ar c’heuz d’ann holl dreo a defoa kollet. Mizer goz na varwaz ket gant keuz d’ezhi, hag a talc’haz, evel kent, da glask he vara a dor da zor. Alies oc’h eûz gwelet anezhan, hag hen gwelfet c’hoaz. Kenta ma tigwezo ganheoc’h, roët d’ehan un draig bennag, en hano Doue.

Gwelet a ret sklêr, me oar-vad, tudo geiz, ar gentel a zo da denna euz a gement-man holl.