Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/80

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —


AR MESAER-DENVED
A C’HONEAZ MERC’H AR ROUE GANT UR GIR HEP-KEN.


————


Ur wez a oa ur Roue bag a lâre n’hen defoa gret biskoaz gaou ; hag evel ma klewe bemde tud he lez o lâret ann eil da egile : — « Gaou a lâres ! Te a zo ur gaouiad ! » — a tisplije kement-se d’ehan. Ma lâraz un de da dud he di : — Souezet braz ez on ganhec’h ; an den divroad (étranger) ho klewfe o komz er stum-se a gredfe ez on roue ann dud gaouiad. Na ioullan ket (je ne veux pas) pelloc’h klewet komz evel-se em lez ; ann hini am c’hlewfe o lâret da un’ all, na eûz forz piou : — « Te a zo ur gaouiad ! » — me a rofe ma merc’h d’ehan ewit grœg.

Ur mesaër-denved a oa iwe e-touez ar re-all, hag o klewet komzo ar roue a lâraz en-han he-unan : — « Kement-man a zo mad ! Gwelet a vô ! »

Ar roue koz a blije d’ehan klewet kana soniou newez ha gwerziou koz, ha konta marvaillo fentuz. Aliez, goude e goan, a teue d’ar geginn, hag a kommerre plijadur o klewet he vewelienn o lâret toliou kaer, o konta kontadenno groac’hed-koz hag o kana. Pep-hini a lâre un dra bennag, d’he dro. — Ha te, potrig ann denved, te na ouzoud netra ? — Eo a-vad, ma roue, a lâraz ar potr. — Gwelomp eta petra a ouzout.

Ha ar mesaër-denved a lâraz neuze :

— Un de, pa oann o tremen dre ur c’hoad, a weliz ur c’had ar c’haera. Ur voul beg (poix) a oa ganen em dorn, ha me hi skei gant ar c’had, hag hi zapout eeün war e zal. Hag ar c’had da redek gant ar voul beg peget war he zal. Disgwezout a eure da ur c’had all, pehini a oa o tont a-eneb, stoka he fenn ous penn ann hini genta, ha setu peget an diou c’had tal-oc’h-tal , hag evel-se hec’h halliz ho faka eaz. Penoz a kavet kement-se, sir ?

— Kaer ! kaer ! eme ar roue ; ha goude ?

— A-raok dont d’ho lez da vesaër-denved, sir, ez oann potr-milinn en milinn ma zad. Un dez am boa re garget ma azenn, ma fe ! ma teuaz da dorri gwalenn he c’heign. — Al loen paour ! eme ar roue. — Ha me o vont da ur c’harz a oa tostig eno, hag o troc’ha ur geuneuden gelwez hag hi bouta en reor ma azenn, ewit ober d’ehan