ur walenn-geign newez. Kerkent a savaz ma loen, evel pa n’hen dije bet drouk a-bed, hag a kasaz brao he sac’h d’ar vilinn.
— Kement-se a zo kaer, eme ar roue ; ha goude ?
— Ann de warlerc’h ar beure, setu me souezet braz (rag en miz kerdu a c’hoarveaz kement-man), o welet a oa savet delio ha kraon war ar geuneudenn gelwez, evel en kreiz ann hanv, ha pa denniz ma azenn er meaz he graou, ar brankou a savaz huel, huel, beteg ann ef. — Se a-vad a zo kaer ! Ha goude ? a lâraz ar Roue. — Ha me da bignad neuze a vrank da vrank er wezenn, kement ha kement ken a digweziz el loar. — Se a zo gwall-gaer ; ha goude ? — Hag a weliz eno groac’hed-koz o wenta kerc’h uzmolet (epluché). Met skuiza a riz prestig o sellet ar groac’hed-se. Pa c’hontaïz diskenn, na gaviz ken ar wezenn, rag ma azenn a oa êt-kuit. Penoz ober ? Ha me da skoulma pluskennou kerc’h ann eil ouz eben, hag hoc’h ober evel-se ur gordenn ewit diskenn. — Kement-se a zo kaer, kaer, eme ar roue ; ha goude ? — Met allas ! ma c’hordenn na oa ket hir a-walc’h ; un ugent troatad, war-dro, a faote d’ezhi ; hag a koueziz neuze war ur roc’hel vraz, ken rust, ma ’c’h eaz ma fenn doun er men. — Gwal-gaer ! gwall gaer ! a lâraz ar roue ; ha goude ? — Kement a riz neuze o tifretta, ken a zistagaz ma c’horf ouz ma fenn, pehini a chomaz er roc’hel. Ha me da redek d’ar gêr, da glask ul livier-houarn ewit tenna ma fenn er meaz ar roc’hel. — Kareoc’h pe gaeroc’h ! eme ar roue ; ha goude ? — Pa zistroïz, a oa ur pikol bleiz o tebri ma fenn ! Ha me o skei gant-han un tol livier-houarn, ken a dilampaz ul lizer ouz he reor ! — Gwall-gaer ! gwall-gaer ! eme ar roue ; met petra a oa skrivet iwe war al lizer-se ? — War al lizer-se, ma roue, a oa merket penoz ho tad a oa bet, gwez-all, potr-milin gant ma zad koz.
— Gaou a lâres-te brema, mab gast milliget ! a lâraz kerkent ar roue, o sevel en he zao. — Hola ! sir, setu deuet ma zol da vad ! eme ar mesaër-denved. — Penoz se eta ? — N’ho poa c’hui ket lâret, ma roue, penoz a rojac’h ho merc’h d’ar c’henta ho lakaje da lâret : Gaou a lâres ! — Gwir eo ; ur roue na dle kaout nemet ur gir, hag ar pez hen defe lâret na dle nepred dislâret. Warc’hoaz a vezo gret ann dimizi, hag ann eured eiz de goude.
Ha setu penoz ar mesaër-denved a c’honeaz merc’h ar roue gant ur gir hepken.