Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/85

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —


AR VAMM GLANV


————


Klewet : — Un intanves a oa chomet klanv-braz,
War he gwele : he mab bete kear a redaz,
Buhanna ma c’hellaz da glask medesined
Ewit hi louzoui hag iac’hâd he c’hlenved.

Na oa ket pinvidik, met n’hen doa ket damant
Ewit he vammig keiz da rei he holl arc’hant.
Ma teuaz gant-han tri, ar re muia brudet,
Hag ar muia gwiek, herve m’hen doa klewet.

Pa digwezjont en ti, a tastonjont, gant mall,
Ha he brec’h, hag he fenn, hag hi c’havjont klanv-fall.
— Rêd a vô hi goada ! — a lavaraz unnan.
— Te a zo un azenn, ha na ouzoud foeltr mann ! —

A lavaraz ann eil : — Marw ’vefe kent ann noz,
Mar tenfes takenn voad ; na weles ket penoz
Ez eo skornet he zreid ? — Ro peuc’h d’in-me raktal,
Ann tann ’zo en he fenn ! Lak’ da dorn war he zal. —

— Me a lâr rei dour tomm ! — Ha me ‘lâr tenna goad
— Na dour tomm, na goada ! gouveït er-vad
’Ve lac’ha ar vroeg paour ober ’vel ma lâret :
Ar c’holera hi deûz, Ima c’hredet, mar karet!

A lâraz ann drived. — Penoz ar c’holera ? —
— Ia, n’hoc’h met daou azenn, ha na ouzoc’h netra. —
— Ar vroeg a varvo, sur, mar komer ho louzou. —
— Ra varvo ’ta, kentoc’h eget heuil’ ho komzou ! —

Hag a krient ho zri, hag a skoënt ho zroad,
Hag ho sello a oa ker ruz evel ar goad.
Ha keit-se ar vroeg paour, euz ur chorf-marw henvel,
Na gomze, na flache ; ez oa ’vont da vervel.