D’ann abarde ’c’h an da vale
War ann hent, pe bars ann ale,
Ha ’trezeg ar sav-heol troët,
E lâran ebars ma speret :
Duhont eo ! duhont hon breudeur
(Amzer a valloz, a waleur !)
A zo en ur brezel spontuz.
Bemdez en tan hag er goad ruz !
Dilezet ’deûz holl war un dro,
Kerent, mignoned, hag ho bro ;
Kalonek int êt d’ar brezel,
Ewit ho fe ha Breiz-Izel.
’Wit m’hallo, en peuc’h ha didrouz,
Er maner, evel en ti-plouz,
Peb-hini bewa euz he boan,
Hag hep ober bemde kôf-moan ;
’Wit ma vô doujet al lezenn ;
’Wit m’hallo ober he bedenn
Pep Breizad mad en iliz koz,
Gant holl vugale he barroz ;
’Wit na vô ket ann enebour,
Goude hon foan hag hon labour,
A dastumo ed hon parkou,
Hag iwe frouez hon liorzou ;
’Wit ma vô bara en peb kêr,
D’hon bugale, en peb amzer ;
’Wit na vo ket holl dismantret,
Draillet ha mac’het ha tanet.