Potr Breiz-Izel na eo ket, peurvia, ar pez a lavarer un den distagellet mad ; ha koulzgoude e kar ive, evel un all, pa gav he du (occasion) diskouez penoz na eo ket skornet he deod, na re-izel he speret. Ar pez a deu warlec’h hen diskouezo d’ehoc’h.
Ul labourer-douar, un tiek mad euz a barroz Lan…, hec’h ee un de, gwintret en he gar, da foar Gouesnou, evit gwerza daou borc’hel lard pere a oa en ho gourvez astennet dre he gein. Pa oa o vont gant ann hent, a tigwezaz gant-han ur c’hemener, pehini hec’h ee d’he dewez, sammet euz he venviou (ses outils), he nadoz hag he veskenn.
— Sell ! sell ! — a lavaraz ar c’hemener, pa welaz ann daou borc’hel er c’har, breman pa ’z omp en Republik, mibien Rohan na deurveont ken mont war-droad eta, hag ez eo rèd ho lakaad en karronz, evel gwez-all ?
— Serr da veg, ha tremen, potr he nadoz ! a lavaraz d’ehan al labourer-douar.
Ann daou borc’hel a oe gwerzet mad en foar Gouesnou. Goude bea grêt he bedenn en pep chapell ilioek, — da lavaret eo dre-holl lec’h ma welaz ur boud ilio a uz d’ann nor, — a sonjaz ive, un dro-bennag, mont war-du he gêr. En kreac’h ar Bourg-Gwenn (Bourg-Blanc) e tiskennaz euz he gar evit staota, ha pa oa o teurrel en douvez ar sistr hen defoa evet en Gouesnou, a velaz eno, er fank hag er vouillenn, daou den pere a oa henvel a-walc’h euz daou vab da Rohan, evit komz flour. Pa sellaz out ho a dost, ec’h anaveaz Mear he barrez, hag unan he vignoned brasa.
— Petra, c’hui eo a zo aze, otro ar Mear, ha c’hui, otro Per… Hogoz eo d’in bea lâret ho hanoiou. — Deut em c’har, ha me ho kaso bete toul ho tor.
Ia, met penoz sevel er c’har, pa na c’hallent ket em derc’hel war ho divesker ? Gant kalz a boan, ha diouvreac’h tremenerienn a oe galwet d’ho c’harga er c’har ; hag a-raok, etrezeg Lan… !