Pa oant digwezet tost d’ar bourk, ez oa war ann hent ar c’hemener, o tistrei euz he dewez :
— Tro ! tro, buhan, spazer laou ! a lavaraz d’ehan potr he vooc’h.
— Petra, na t-eûz ket gwerzet eta ? — eme ar c’hemener, pehini en defoa anavezet mad ann daou a oa gourveet er c’har.
Un den diwar ar meaz, euz a barrez P…, pa oa o vont da varc’had L…, a digwezaz gant-han unan a gureed he barrez, heuzou en he dreid evel un archer, ha gwintret war ur gazek kaer pehini hen defoa a-nevez brenet : — Oh ! oh ! otro ar c’hure, — a lavaraz d’ezhan, — d’ar brezel eo ez et evel-se, ma ’z hoc’h ken brao war ho loen ? — N’eo ket gwir eta, Iann, am eûz ur gazek kaer ? a lâraz ar c’hure, — o terc’hel da vont a-raok bepred. rag d’ur pred braz ec’h ee da vaner Ker…, hag hen defoa aoun da veza re-divezad. — Ia
a-vad, otro ar c’hure, ur gazek kaer oc’h eûz, a dra sur ; met pe hano e d-eûz ive ? — Mizer, Iann. — Mizer !… Ah ! c’hui a-vad a zo evuruz, otro ar c’hure, da c’hallout mont evel-se war geign Mizer, —
ha Mizer a zo atao war hon c’heign-ni, tudou geiz !
Laouig Kergoat a oa tort, ha kemener euz he vicher. Pipi Kerbrad, he amezek tosta, a oa labourer douar, pe turnier douar, evel ma lâre ann tort anezhan. a-weziou, ha born. Na oant ket mignoned vraz.-
Un de, beure mad, o welet Laouig o vont d’he dewez, Pipi a lâraz d’ezhan : — Gwall abred ez hoc’h, hirie, indann ho samm, amezek. — Kent eget ma oa digor ar prennestrou war ho ti ! — a lâraz ann tort.
Ar broio ar muia evuruz eo ar re lec’h ma oar ann holl lenn ha skriva.
Ar re a oar lenn ha skriva a anavez gwelloc’h ho micher. Gant ul levr mad, un oberour (ouvrier) a disk kalz a dreo ; gwelloc’h e labour, muioc’h e c’hone ha nebeutoc’h a em skuiz. Bars ul levr mad, al labourer douar a disk pe arar eo ar gwella, penoz e tle teila he douar, ha petra eo ar gwella hada ebars. Ur mesaër a disk iwe petra a zo mad ewit ann denved, ha petra ewit ann oc’henn hag ar saout.