Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/96

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —


Ar re a oar lenn ha skriva, na vent ket bourdet (trompés) eaz gant ar re-all. Goûd a reont mad pegement a tleont da baea ewit an taillo ; goûd a reont pegement a tleont prena pe gwerza ur pez douar ; goût a reont penoz tle bea rannet etre bugale ar madou a zigouez d’ezhe a-beurz ho zud ; goûd a reont en pe doare e c’hallont lakâd hoc’h arc’hant en tenzaour ar spernediges, pe ar Caisse d’épargne, evel ma ve lâret en gallek ; gwiziekoc’h int ha pinvidikoc’h, peurvuia, eget ar re na ouzont na lenn na skriva.

Ar re a oar lenn ha skriva a zo evuruz. Ar merdead a ve war-vor, pell ouz he vro, a glew dre ul lizer penoz he vamm, pe he vroeg, pe e vugel, a zo en iec’hed, er gêr, ha kement-se a ro d’ehan plijadur ha kalon. Ar soudard a ve êt d’ar brezel a zigas ul lizer da dud he vro ewit lâret d’ezho penoz ez eo beo ha iac’h, ha neuze na grenont ken evit-han. Ann hini a ve bet er skol, na ve ket nec’het pa ve en hent, pell ouz he vro. Skriva a ra d’ar gêr, hag e lâr : — « Grêt ann dra-man, pe ann dra-hont ; prenet buc’h ann amezek Iann, kement ha kement ; gwerzet ann ed-du ; laket kalz a gerc’h er bloaz-ma ; digaset d’in arc’hant ; deut ma bete, rag klanv-braz ez on. » — Hag a ve grêt holl kement-se, evel pa vefe er gêr he-unan.

Ar re a oar lenn ha skriva a disk bea neat, hag a dalc’h ho zi hag ho dillad neat ha kempenn, hag abalamour da se ho d-eûz gwelloc’h iec’hed. N’ho d-eûz ket ezom da vont d’ann hostaleri ewit em diskuiza, rag o lenn ul levr mad bennag a em diskuizont. Ul levr mad a zo d’ezhe brassoc’h plijadur eget ur voutaillad sistr pe gwin koz ; pelloc’h e pad al levr, ha na goust ket muioc’h. Ar re a gomer plijadur hoc’h eva a deu da em vezvi, hag a goll ho skiant vad hag ho iec’hed ; hag ar re a gomer plijadur o lenn ul levr mad, a disk bepred un dra talvouduz bennag, hag a vir ho skiant-vad hag ho iec’hed.

Ar re a oar lenn ha skriva a dibab gwelloc’h kuzulierienn ar baroz (conseillers municipaux), ho mearien, ho c’huzulierienn general (conseillers généraux) hag ho deputeed. Mar vije bet dibabet deputeed mad gant holl vroiou Bro-C’hall, na vije ket bet a vrezell, hag ann dud diwar ar meaz n’ho dije ket kollet ho bugale hag hoc’h arc’hant.

Tud diwar ar meaz, disket holl lenn ha skriva, hag a vefet muioc’h gwiek, pinvidikoc’h hag evurusoc’h. Mar d’oc’h re-goz ewit diski, kaset da viana ho pugale d’ar skol, hag a lenfont evidoc’h. Un dra vezuz eo ewit hon bro Breiz-Izel gwelet merc’hed a bemzek vloaz o vale epad ann dez, hag oc’h ober netra ; mar gwijent lenn, e lenfent d’ho zud koz, ewit ober d’ezhe plijadur ha diski un draïg bennag. Ho potred na labouront ket a-raok daouzek pe drizek vloaz ; da c’hortoz ann oad-se, ma ’z afent d’ar skol, ha mar redfent un tammig