Chardon chausse-trape
An dud o deus poan en o lounezi, en o loanigou, poaniet gand o dour, divalo o zroaz, a evo dour diwar al louzaouenn-man ; lakat eur vozad en eul litrad dour. Eva eul litrad bemdez. Mat eo da enebi ouz an terziennou, bervi dour war ar bleuniou anezi, hag eva a werennadou a-raok ma tispako an derzienn warnoc’h.
An askoliou holl, o veza ma’z int c’houero evel ar vestl, a zo mad da zigeri ar galon, da rei nerz d’an dud dic’hwad, ha da barea an terziennou.
Pommier
Debret pa ne vezont ket dare mat, an avalou a c’hell rei kalz klenvedou ; trenk-put e vezont neuze, kalz drouk a reont d’an dent, da sac’h ar boued ha d’ar bouzellou. Rei a c’hellont ar fluz-gwad, gwentr, terziennou ha prenved d’ar vugale.
Debri eun aval dous a-raok mont da gousket, a laka blaz vat er genou, hag a zigas ar c’housked. Ar re o deus drouk-avu, ar re o deus berr-alan, paz-yud, dreo, a dlefe debri avalou poazet er glaou ruz, etouez paper gleb, pe deliou kaol.
An dud o defe poan-arrach en o diskouarn, a ve buan lazet d’ezo ar boan, ma lakafent eun aval poazet er glaou war o diskouarn. Da barea an tign, ar gal, ar c’hrign-beo, trouc’hit eun aval bras dre ’n hanter, tennit an had ha lakit soufr malet en o lec’h, neudennit an aval, lakit-hen en eur fourn c’horet da boazat.
P’ho pezo frigaset hoc’h aval evel liboud, frotit start ar c’hlanvennou, ha kendalc’hit. An dour bervet war deliou avalenn ha deliou avalou-kougn pe avalou-stoup a zo mat kenan da walc’hi au daoulagad ruziet, tanet.
Euphorbe de Portland
Laez gwenn a zeu eus al louzaouenn-man. Gouzout mat a ra ar chatal ez eo eun ampoezon bras, ha n’he debront ket. Lezomp al laez-bleiz gand ar vedisined-kezeg, ar re-ze a oar diouti, hag he implija a reont kalz evit lakat ar chatal da vont war vaez, pa vez kaledet o fank enno. Pa vez frigaset an deliou anezi ha lakaet gant eoul-debri e-pad eiz dez ez eo mat da ruzia ar c’hroc’hen, ha da denna an dour fall eus ar c’horf. Vad a ra war ar c’hlenvedou kroc’hen, an darwed ar gwenan. Eun delien pe ziou etouez mel, a zo mat da skarza ar c’horf, met taolomp evez mat outi.