Pajenn:An Oaled N35.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


15. — BABUENN. GWEZ BABU DU
Cerisier noir

Dleet e ve d’an dud a zo ato kalet o c’horf, teurel eul litrad dour bero war eur vozad deliou, pe gwelloc’h, eul litrad laez bero, hag eva en eur vont d’o gwele eur werennad vras eus al louzou-se dousaet gant mel. Eva bemdez, rak ne ra poan ebet an evach-se. Al lostou babu a zo mat kenan evit lakat da droaza an dud a zo poaniet pe en o avu, en o felc’h pe en o lounezi. Ar mein-kerez, babu, torret ha lakaet, pemp dournad anezo er eul litrad gwin-gwenn, a zo kouls evel al louzou diaraok ; eva diou loiad anezan war yun bemdez, ha kemend-all div eur goude koan.

————
16. — BALAN
Genêt à balais

Anavezet eo ar balan gand an holl, met n’eo ket mat d’an holl ober louzeier gantan, rak droug a c’hellfed ober elec’h vad. Evelato, an dud techet d’an derzienn velen, ar re o deus grouan, mein bihan pe en o soroc’hell pe en o avu, ar re o deus remm, poan izili a-bell zo, a raio vad d’ezo eva dour diwar bleun balan, eun dournad en eul litrad dour, dousaet gant mel, pemp loaiad d’an nebeuta. Dre ma tiskenn, an dour dous-se a netaa ar gwad eus kement loustoni a c’hellfe beza ennan. Ar re o deus koenv en o diabarz, en o uferniou, dour dre o gwazied (Albumine) e galleg, a dlefe devi balan glas, lakat daou zournad ludu en eul litrad gwin-gwenn, tremen dre lien, pa vezo bet pevar dervez e-gleac’h, e tremp er gwin-gwenn-ze. Eva neuze eul loaiad bep div eur eus ar gwin-ze. Pa n’ez a ket a-walc’h ar galon en-dro, an dour diwar valan, a roio nerz d’ezi da skei a zoare.

————
17. — BARA-AN-EVN. BARA LABOUSIG. BEG-AN-EVN
Pourpier potager

Eur blantenn zruz kenan eo houman, saladenn eo a vez graet peurliesa ganti, er soubenn eo mat ivez, dreist-holl e-kerz tomder an hanv.

An dud a ve koenvet o felc’h war-lerc’h terziennou, he chaokô bemdez evel chaokat butun. Pa vez ruz kig an dent, ar staon, an teod, chaokat aliès, hag e pareer ar genou, hag e wennaer an dent.

Ar re o deus prenved, o zaolo, ma chaokont ar c’harrenn pe ar c’hwrizienn anezi.

Ar Rusteriou (hémorroïdes) a bare trumm, pa vezont frotet aliès gand an dourenn, ar sun a zeu eus ar blantenn kemmesket gant mel bet bervet war eun dournad roz-ruz da

————
18. — BARA-KOUKOU. ALLELUIA. TRINCHIN-KOADIG
Oseille

Pa vezer taget gand ar zec’hed,e ra vad chaokat trinchin-koadig, netaat a ra an dent. An dour bervet warni, a zo