Pajenn:An Oaled N35.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



NOTENNOU GRAMADEGEL


gant Hervé KELENN
————


D ha T. — Diwall zo da ober da veska D ha T en dilost ar giriou. Ret a vo sellet eus al lavaridigez, ha henvelekaat ouz ar c’hemraeg. Da skuer, na dleer ket skriva GWAT, TAT, rag lavaret a vez evel pa vije aze, daou AA. Skriva ’ta ar giriou unansillabennek hir GWAD, TAD. Mes GAT, lièvre, na gemero ket eun D. Perag ? A-toue teodet a vez GATT.

Da ziwall ive da gemer MAD ha MAT an eil evid egile. MAD a zinifi Bon, ha MAT a zinifi Fort. Eur potr MAD, hag eur potr MAT n’int ket tamm ’bed ar memez tra, ar vrezonegerien c’hinidik her goar. Na ken neubeut eun tamm MAD, un bon morceau, hag eun tamm MAT, un gros morceau.

I hag Y. — An darnvuia o deus diegi o tigemerout an Y en penn ar giriou. Dineuz e kavont YA, YAR, YOUD, YUN. Bravoc’h e kavont IA, IAR, IOUD, IUN. Ama c’hoaz, ar c’hemraeg a renk beza kemeret da skuer. Hema a skriv ar giriou-ze gant I. Hon C’Hramadegerien goz, Gregor Rostrenn, Gonideg, hag ar re dosta, an Abad Clerc, an Abaded Guilevic hag ar Goff, n’o deus ket digemeret Y en brezoneg. Ar gelaouen Dihunamb evid Gwened a zalc’h da skriva IEH, IEN, etc.

A hend all, an Alamaneg an eus I en penn IA, IAHR, IUNG, etc.

K ha G. — Al lizeren K hag al lizeren G a vez mesk-divesket a wechou. Ali a ver peuz-ordinal da viret K en dilost an hanoiou-gwan (adjectifs), ha da gemeret G en lost an hanoiou (substantifs). Da skuer : Eul levr brezonek, un livre en breton ; ar brezoneg, le breton, la langue. Evnig, oiseau ; Gwiridik, sensible.

LL ha LH. — Ar pez a ra da galz enebi ouz an LH eo ma’z eo didres ha techet da douella al lennerien dizisk, pere a c’hoanta atao lavaret LC’H. An daou L, pe IL, a rent kenkoulz all ar son glebiet, ha beza o deus a du gantê meur a gant vloaz implij, hag aotreente Ar Gonideg hag holl Skrivanierien an xix<exp>e</exp> kantved. DILLAD a zo ken aez evel DILHAD. Koulz e lennfer HEUIL evel HEUILH, ha BAILL evel BAILH. Ali omp da lezel an H ze a goste.

Z ha S. — An eil a ve kemeret evid egile gant darn.

Anaoudegez ar c’hemraeg a zo talvoudus, evid ober an disparti. Da skuer, ar Verb KAROUT. Ni a skrivo KARIS, j’aimai, kemraeg CARAIS ; mez ni a skrivo KARAZ, il aima, ha nann KARAS, rag eno oa gwechall eul lizeren c’houibann, TH pe DD. Ar c’hemraeg a skriv CARODD.