Pajenn:An Oaled N35.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

An hini, zoken, n’anavez ket reiz mad ar iez brezonek a gavo aezetoc’h darn diouz ar geriou pa glasko aneze dre urz ar c’hlotennou eget pa glasko aneze dre urz an abc. Reolennou ar gemmidigez vrezonek a zo luiet awalc’h, ha kals a lennerien skridou brezonek n’anavezont ket aneze mad. Eur ger « kemmet » ne vezo ket kavet en eur geriadur aozet dre urz an abc : Skouer, ar ger zad (t kemmet en z) ; hogen kavet a vezo raktal, hep marc’hata, dindan ar stum tad en eur geriadur klotennou.

Red eo lavarout d’ar Varzed iaouank diwall da gemer eur si fall, hini ar re a fell d’eze azreolia lezennou ar werzoniez hag ober fae war ar c’han korol, kouls ha war ar c’hlotennou hag ober implij diouz aroudennou skritur hirroc’h pe verroc’h, hep na kan-koroll, na kloten. E gwirionez, int awennet ; hogen n’int bepred nemet iez-plen. N’ankouezet nepred kement-man : beza ez euz « iez-plen » ha beza ez eus « barzoniez » evel ez eus ive liverez ha kizellerez. Beza ez eus skrivagnerien iez-plen ha barzed, evel ez eus liverien ha kizellerien.

Gwerzonerien gallek a zo bet kouezet ebars ar si-ze. Bezet koun diouz Strollad an Arouezellourien (Symbolistes). Ar re-ze kaër o devoa c’hoantad dispac’ha, ne rejont netra a nevez. Araog d’eze meur a skrivagner anad a iez Vro-C’hall o devoa graet labouriou iez-plen hag a vije bet aezet lakaat aneze a hêd gwerzennou hir pe verr, ha koulskoude ar skrivagnerien-se ne felle ket d’eze beza kemeret evit barzed. Skouer : Chateaubriand pehini n’en eus ket graet eun ober barzek. Ar si-ze a zo hepken eun testeni a ziegi, eun nac’hidigez diouz ar boan. Hogen ne dleer ket kila dirak ar boan. Kila a zo dilezel ar Stourm.

Lavaret a zo bet ha gwir eo : An ijin-dreist a zo graet gant habaskted. An ober-arzel, hen hep-ken, a zo dellezek da vond d’an divarvelez. Ra chomo eta ar gwir varzed hep kila dirak ar strivadur a grou an ober-arzel : heman hepken a chomo beo e koun hag en estlamm an deneliez.

Bernier danvez al levrig-man en em gavo paeet awalc’h diouz e boan mar laka karout ar varzoniez vrezonek ha mar ro dorn da varzed Breiz evit sevel oberou kaer.

(Kent-skrid evid eur Giriadur Klotennou prest da veza moullet, mar kaver awalc’h a ragprenerien).