Guenet, pe Bro-Erech. Gounezet a reaz eur viktor vraz var ar Francisien, oa henchet gant Beppolen hag Ebraker, letanant ar roue Gontran, er bloavez 590. Komz a reer c’hoaz euz Konober, kondt Roazon ha Naonet, en dije gounezet eur viktor e 587, e kichen Messak, var ar Francisien ive.
An Normandet, tud heb feiz ebet, a dreuze an oll moriou evit dont da voasta ar broiou kristen ha da zismantr ho ilisou, ho c’houenchou, evit kemer an aour hag an traou precius en em gave eno, hag a gemere ivez al loenet hag an dud pa n’ho lazent ket ; douaret a oant en amzer-ze dirag Plouider er run Even, e Leon. Ar chondt a Leon oa neuze Even, a joume er ger a zoug c’hoaz he hano, da lavaret eo Lesneven.
Eur spount braz oa er vro ; Even a reaz dastum oll dud ar c’harter ; araok mont d’ar gombat, mont a reaz da gavout eur manac’h santel, hanvet Goulven, ginidik euz maner Odena, e Plouider. O veza klevet gant ar zant e roje Doue dezan ar viktor, e teuaz laouen da boursui an Normandet en em denne d’ho listri gant ar pez o doa laeret. Even a zeuaz etre an douar hag an aod, ha laza