Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

all da ginig da Azenor ha d’he zad traou kaer hag a dalvoudegez.

Even, o velout ar garantez a zizkueze ar roue evit he verc’h, a reaz kement, he bried hag hen, ma roaz Azenor he grad-vad d’an dimizi ; siouaz dezi, mæz hi oa boazet da zenti atao ouz he c’herent a enep he c’hoant memez. Koulskoude n’er ket oblijet da zenti evit dimizi, pa n’oc’h ket galvet d’ar stad-ze ha guelloc’h vije bet dezi derc’hel mad d’he fried divin. Gantan na ve morse na nec’h, na goal dretamant. Meulet ra vezo Jesus da viken !

Judual oa ker laouen, ma zeuaz da gerc’het ar plac’h nevez e Brest, ha biskoaz ne oe guelet euret kaeroc’h. Ar c’hoariou hag an ebatou oa padet e Brest, ken var zouar, ken var vor, epad pemzek devez.

Even a ieaz da gass he verc’h ker da Gastel-Andren ; eno e joume an daou bried. Ho buez oa leun a zousder ; rag en em garout a reent evel diou durzunel. Eur bloaz goude ho euret e teuaz dezo ar c’helou euz maro mam Azenor. Mont a rezont deoc’h-tu ho daou da Vrest da rei konsolation da Even en he