c’hlac’har ; ha goudeze e teujont en dro da Gastel-Audren.
Even na joumaz ket pell intanv, dimizi a reaz neubeut goude maro he c’hreg ; gouzout a rit fidelite an den a zo evel ar blanten vrao-ze euz hor parkeier bleuiet glaz a ia kuit gant an disterra banne avel. Pried nevez Even oa eun introun euz ar falla speret ha leun a valis. Hi a gemeraz kassoni ouz he merc’h kaer, ha kounaret oa o velout pegen karet oa Azenor gant he zad, he fried ha gant an oll. Hi a zeuaz neuze da ober, amzer da amzer, teodadou faoz var ben Azenor. Judual a zeuaz erfin d’ho c’hridi, hag he garantez evit he bried a droaz e kassoni. O pegement a zrouk na ra ket an avi hag ar jalousi ! O techou vil a dor ar c’haera union, sourcen euz ar brassa krimou, euz ar brassa malheuriou. Me a zo koz, va bleo zo guen kan, pegement a deodadou faoz, a zrouk-prezegerez em euz klevet, invantet gant an avi hebken. An avi en deuz lazet Abel, nag a boursu atao an inoçans, etouez ar rouaned, etouez al labourerien, e peb stad, e peb kondition, a teu da ober he ravaj. Beac’h am euz mirout da vouela, pa sonjan d’an oll