Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/118

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —

c’helou-ze, en em dolaz da dreit ar groaz, hag o veza selaouet evel-ze lenn he barn, pokat a reaz d’ar groaz o lavarout : Va Doue, va Aotrou, gouzout a reet ez oun divlam euz a gement-ze. Hag o kemerout ar groaz gant he dorn kleiz, e touaz, gant he dorn deou varnezi, ne doa gret netra euz ar pez oa tamallet dezi. Goulen a reaz kaout eun neubeut deveziou araok mervel, abalamour d’ar bugel en doa da c’henel. He fried na roaz ket dezi an drugarez-ze ; lakeet oa beo var ar mor braz en eur variken.

Eun truez oe guelet ar brinses koant-man o tremen kae Brest o tougen en he daouarn chadennet ar groaz oa bet he c’honsolation en he foaniou. Azenor a zelle ker sioul evel ma vije eet da eur gouel en eur palez. Ober a rezont dezi pignat var eur lestr e c’hassaz tre er mor braz pell euz an douar. Pa velaz oa deuet an heur eviti, en em lakeaz var he daoulin da bidi evit he bourrevien. Neuze oa taolet er mor en eur variken goloet var c’horre, ha dilezet oa eno pemzek leo euz an douar. Doue a ziskuezaz en he c’henver na zilez morse a gren an dud a lak ho fizians enhan. Rag pa oa Azenor en he zoull tenval, an dae-