da Azenor, hag he grisder en he andret ; rag mam gaer Azenor, araok mervel, en doa disklæriet he oll fallagriez a enep he merc’h kaer. Divead eo evit repari an deodadou fall, rag peurvia an drouk o deuz gret na hell ket trei da vad. Judual na helle, gant ar glac’har, herzel na noz na deiz, hag er fin, a leverer, e treuzaz ar mor gant ar c’hoant da glevout kelou euz he c’hreg. Lavaret a reer c’hoaz, Doue hen lakeaz var hent an enez Irland. Pa glevaz Azenor oa deuet roue ar Vreiz en Irland, e choumaz souezet da genta. Judual a redaz d’he c’havout hag he briataz gant ar vrassa karantez, o lavarout dezi : Ha guir eo, va Doue, a velan c’hoaz va muia karet ! An daou bried, o devoa bet kement da c’houzanv, a oa o tistrei en dro da Vreiz, pa zeuaz ar c’hlenvet diveza da skei Judual etre divrec’h he vreg hag he vugel er bloaz 594. Azenor a heuliaz korf maro he fried, kasset en he rouantelez a Vreiz, ha dont a reaz da choum en eur gouent e beg ar Raz, etre borc’h Goulien hag iliz Lanourek. Beuzek oa gret arc’hes-
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/122
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 121 —