Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/124

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —

kop en Irland, e pelec’h oa ken karet ha ken galloudek hag eur roue. Dilezel a reaz he garg hag he c’hallout evit dont ivez en dro d’he vro. Douari a reaz e Porzpoder, e bro Leon. Mont a reaz ac’hano da velout he vam Azenor ; ha goude maro sant Magloar a oe gret arc’heskop Dol. An istor-man, va zud, a ziskuez deomp eo ret atao fiziout e madelez an Aotrou Doue.


SEIZVET NOSVEZ
————

Eur brenin a ger Illy en doe eur verc’h da zimizi ;
Gant leiz e oa bet goulennet, da Juthaël hi zo bet roët.

Pa guitaaz ar roue Judual ar Vreiz evit mont da glask he bried, roet en doa ar c’hallout d’he vab Hoel, pe Juthael, heman en doa an eur-vad da zigemer he vam, santez Azenor, hag he vreur, sant Beuzek. Juthael en doa klevet komz euz Pritella, merc’h euz eur c’hondt hanvet Millik, a joume er ger a Illy. Eun devez ma oe eet tud Pritella er maner Kervran, ha ma oa choumet ar plac’h iaouank er ger gant he magerez hag eur vatez, e teuaz ar roue a Vreiz da c’houll digemer evit eun nos-