Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/130

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —

evit kaout trouz gant he vreur, en em dennaz er gouent Sant-Meen, e Gael ; eno a veve evel eur manac’h, hag an dud a lavare hen doa n’em rentet manac’h evit he vuhez. Mæz da varo Salaün, e 632, e kuitaaz kouent Gael, hag e kemeraz da bried eur brinses penherez, hanvet Morona, merc’h ar c’hondt a Dolent (ker a oe savet, e lavarer, e kichen an Abervrac’h, euz an tu deou).

Pa bignaz ar roue Judikael var an tron a Vreiz, eul levenez vraz oa er vro, rag peb hini a c’hortoze burzudou euz eur roue a veve gant kement a zantelez : na ree peb tra nemet evit gloar Doue. Eur veich, epad an noz diaraok gcuel Pask, ar roue oa direnket en he bedennou gant eun trouz braz a girri o tremen dre eur pount euz a ger. Ar roue, nec’het o klevet kement a drouz en eun nosvez ker santel, a choulennaz petra oa an dra-ze. Lavaret oa dezan oa an noz-ze ar mare da bea ar guiriou. Na gemerin ket, eme ar roue, arc’hant digasset din e nosvez eur gouel bers evel ar zul Fask. Guelloc’h e din na ve morse paet ar guiriou-ze. Evel-ze e torraz ar c’hiz fall.

Judikael, pe Jikel, oa mad e kenver