Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/132

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —

an oll, truezuz oa dreist oll e kenver ar beorien. Eun devez ma oa o tont e meaz euz he balez Kergenkis, e Trekouet, en Domnonea, evit mont da iliz Sant-Iann, en tu all d’ar steir, e velaz kalz kirri o treuzi an dour. Eur paourkez var lez ar steir a bede ar charretourien d’he gemer er char evit tremen ar steir ; den n’he selaoue ; pellaat a reent abalamour d’he lorentez. Pa dostaaz ar roue, ar paour-kez a ree he beden da beb denchentil euz he heul. Darn anezo a ree goab anezan, darn all a bellae gant despet. Ar roue, o velout an dra-ze, a gemeraz an den lor a dreon var he varc’h, hag e tremenaz an dour evel-ze. Pa ziztroaz evit lakaat ar paourkez den da zisken, oa souezet braz oc’h he velout evel eun den euz ar re vraoa, hag a lavaraz dezan : Judikael, te zo eüruz, rag ne t’euz disprizet ac’hanon. Me zo Jesus-Krist da Aotrou, e t’euz kemeret dindan skeud eur paourkez lor, ne vezi ket disprizet ganin-me en ee. Goude ar c’homzou-ze, hor Zalver a bignaz en ee gant kalz a sklerder. O velout kement-ze ar roue a joumaz souezet, he galoun leun a garantez divin.

Ar roue-man a ziskuezaz er brezel ne