Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/136

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —

he vreudeur mad da heulia, en em hastaz da lakaat he vreur kaer Rivoalen, evit goard d’he vab Alan, hag a gemeraz an habit manac’h er gouent Gael, er bloaz 642, e pelec’h a varvaz en eur peoc’h braz goude eun neubeut a vloaveziou, var dro 660. Na hell ket eun den niveri an dud oa deut d’he interramant, na lavarout an daelou oa skuillet var he vez, dreist-oll gant an dud paour.

C’hui vel, ma zud vad, e deuz ar Vreiz er baraduz kals euz he bugale da bidi eviti. Pedomp anezo da c’houlen digant an Aotrou Doue ma vo atao da viana kristenien vad e Breiz, pa neuz mui a zent en hon touez.


EIZVED NOSVEZ
————

Ni a gar Kaourintin, Guenole ha Guinal,
Patern, Melen, Melar, hag ive sant Tual ;
Hag en hon c’hichen d’hon diwall e keit a ma vefet
Nan biken ni na doujfomp ar bleizi kounaret !

Alan, leshanvet an Hir, n’en doa nemet eiz vloaz pa n’em dennaz he dad er gouent Gael. Lavaret a rer en he amzer Budik oa kondt Kerne ha Renou kondt