a Leon. En he amzer e teuaz en Armorik ar re ziveza euz Bretonet an enez, a joumaz neuze en he bez d’ar Saozon, nemet al lec’h hanvet Bro-Wall. Er vro-ze, evel m’euz lavaret deoc’h diaraok, e ve komzet breman c’hoaz ar brezonek. Er blavez 1836, tuchentilet iaouank euz ar vro-man a dreuzaz ar mor evit mont dy. Digemeret oant evel breudeur ha kenvroiz. Unan euz an aotrounet-ze, o veza kanet eur ganaouen brezonek, ar Vretoned euz an enez he salaoue gant ar brassa levenez. Klevet em euz va unan eur Zaoz koz o lavarout, o veza bet kemeret er brezel var vor gant ar C’hallaouet er bloaz 1791, e oe digasset da Geraez, hen hag ar Saozon all. Na hellent kaout netra euz ar pez o doa ezom pa na ouient ket ar brezonek. Etouez ar vartolodet oa n’em gavet Bretoned euz Bro-Wall, a lavare : Roit deomp-ni, mar plich, dillat ha bara. Ar pez oa kasset dezo dioc’h-tu gant an tud euz a Geraez, laouen da glevout komz brezonek evel-t’ho.
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/138
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 137 —