Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/140

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 139 —

Re Bro-Wall ha re Breiz zo bet atao breudeur.

Goude maro Alan, e 670, ar Vreiz oa rannet etre bugale Daniel Drem-Ruz, kondt a Gerne. Unan anezo oa hanvet Miliau, hag a choume er C’hoz-Geodet, e bro Landreger. He vreur, hanvet Rivod, hen lazaz evit kaout he loden ouspen he hini. Gant a zen zo klan gant an hevelep klenvet ! Ker mad oa bet buhez Miliau eget oe fall hini Rivod. Glac’haret oa an oll dre ar maro-ze, ha pa oe enterret korf ar prins Miliau, en ilis Koz-Geodet, e pelec’h a reaz kals miraklou, klevet a oe moez ar brinset o lavaret : « Kenavo d’hon mæstr, hor roue ! O pebez dizeur, va Doue ! » Choum a ree varlerc’h he dad, eur paourkez minor, ar prins Melar, en danjer braz da goueza etre daouarn ar muntrer. Be en doa c’hoaz d’en difen eur vam karantezus, ar brinses Haurilla, hi a zeuaz e kreiz an dud dastumet gand Rivod, e Kastel-Paol, evit gouzout piou vije goard d’ar minor. Pa velaz Rivod, ar vam dener-ze o tont er sall e lec’h oa an