em daolaz en eur poull dour e kichen an hent hanvet c’hoaz breman guele sant Melar. Rivod ha Kyoltan a dremenjont heb he velout. Melar a zavaz neuze euz he doull hag a gemeraz hent Koateon, e pelec’h a choume eun denchentil kar dezan. Reet oa pignat eur c’hreac’h araok dont er c’hastel ; ar prins, goal skuiz, a gouezaz, evel maro, e tal ar grec‘hen, elec’h ma ma breman iliz sant Melar, e kichen merouri Koat-Sao-Bell. Eur banne leaz, roet dezan dre druez gant an dud divar ar meaz, a roaz d’ar prins a Vreiz an nerz da heulia an hent beteg Koateon. An dud a laboure er parkeier, a lavare an eil d’egile, oc’h he velout : a veichou stad ar rouanet hag an dudchentilet zo goassoc’h eget hini eur paourkez o klask he vara !
Rivod a zeuaz da Goateon eun neubeut varlerc’h he niz hag a hellaz, tra burzuduz ! ober da Velar dre fals karantez kuitaat he vignon evit hen heulia e Lanmeur. Eno, araok na oa aichuet tri devez, oe anterret Melar, lazet gant he yountr dre eun taol kontel e kreiz he galoun. Raktal Rivod a guitaaz ar ger evel eun den diskiant, a lammaz var he varc’h hag a gemeraz hent Kerne. Tri