devez goude a varvaz, heb beza bet ar rouantelez abek euz he dorfet. Kyoltan, he gonsort, o veza savet var ar menez Kemper evit guelout ac’hano an douar kinniget dezan evit he bec’het, n’hen doa ket kent savet he zaoulagat evit sellout outo, ma n’em gavaz skoet a zallentez hag a varvaz eun neubeut goude.
An aotrou Lez-Breiz a lavare, d’he floc’hic iaouank, eun deiz a oe :
Dihun va floc’h ha sav alesse, ha ke da spura din va c’hleze
Va zok houarn, va goaf ha va skoed, d’ho ruzia e goad ar C’hallaoued.
An Aotrou Doue a gasti peurvuia ar bobl evit pec’hejou ar brinset ; evel-ze, goude maro Rivod, ne oe nemet malheur evit ar Vreiz ; ha pa zeu e va speret, ar pez meuz da gonta deoc’h var an traou c’hoarvezet en amzer-ze, e va bro, ar galon a vank din ha c’hoant am euz da devel. Koulskoude, ret eo lavarout ar virionez ha pa na blij ket deomp. Ha neket heman an diveza gueich em bo da gomz deoc’h euz maleuriou hor bro. En amzer-ze ta, peb hini a glaske beza