Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/152

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 151 —

mæstr euz ar Vreiz, hag ar Francisien, gant ar Saozon, hor goassa enebourien, a gemeraz an amzer ma oa ar Vretonet en em ganna etrezo evit kemerout Roazon, Naonet ha Guenet, e 814. Roazon ha Naonet oe aliez gounezet gant ar Francisien. Breiz-Izel, hag ispicial ar bro Kerne, na jomas morse ganto. Neuze ar Francisien o doa eur roue braz hanvet Charlemagn, pe Charlez-ar-Braz, hag ar Vretonet n′ho doa roue ebet d’ho c’hourc’hemen.

Dont a rejont, en divez, da anaout pegen neubeut a furnez oa da n’em zisput etrezo evel ma reent, ha kemerout a rejont evit kabiten ar c’hondt Jarnithin, lazet, siouaz, er c’henta kombat. Goude hen, Morvan, kondt a Leon, oa gret roue a Vreiz, e 824. Charlez-ar-Braz oa maro, hag he vab Louis ne oa ket ken ter d’ar brezel hag he dad. Kass a reaz da gaout Morvan eur manac’h, hanvet Viktar, evit hen alia d’ober ar peoc’h ha da anavezout a oa ar Vreiz lod euz rouantelez Frans. Morvan a choume neuze en eur c’hastel e kichen Landerne, var hent Montroulez, var eur garrek hanvet Karrek-Morvan, hag e gallek La Roche-Maurice. Viktar a lava-