Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/154

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

raz d’ar roue breton : « Anav va roue evit da roue, he c′hallout a zo kement dreist da hini evel an ee d’an douar. Gra kement-ze evit da vro, da vugale hag ar re a garez. — Lavar d’az roue, eme Morvan, ar meochou a labouromp n’int ket he re, he lezennou n’int ket hon re ; peb hini en he vir. Hen a hell gourc’hemen ar Gallaouet ; ha me ar Vretoned ; ha ma teu ar brezel, ar Francisien a velo a dinerzet eo va brec’h, »

Pa glevaz ar roue a Frans ar respount-se, dont a reaz gant eun arme braz a Francisien e Breiz-Izel, hag e teuaz ganto beteg koat Breziak. Morvan a guitaaz neuze he gastel hag he bried. O veza gret eur banne da bep ini euz he Vretoned, dont a reaz er gombat, peb taol euz he gleze oa taol ar maro. Goloet oa an dachen a gorfou Francisien, pa zeuaz unan anezo da skei var roue ar Vreiz, ha da rei d’hen eun taol en he ben. Ar roue Morvan a gouezaz d’an douar, an enebour a droc’haz d’hen he ben. Ar Gall ne oa ket guelloc’h evit an taol en doa gret, rag unan euz ar Vreiziz he lazaz raktal.

Eüruz ar re oa lazet en deiz-ze e kichen

9*