Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/156

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 155 —

ho roue ! n’ho doa ket da souffr goaskerez ar Francisien. Morvan, hanvet ive Lez-Breiz, abalamour oa bet souten ar vro, ne oa ket ankounec’heet gant ar Vretonet. Lavarout a ra eur werz koz, a glaskaz he floc’h (e gallek, son écuyer) he gorf epad seiz vloas. Eun devez ma oa o tremen dre goat Hellean, e kavaz eun den koz o tont d’ar feunteun, hag a c‘houlennaz dezan : Piou a gousk dindan ar voden ? An den koz a lavaraz ; « Lez-Breiz a zo dindan-hi kousket ; tra vezo Breiz a vezo brudet. Dihun a rei e ber, o ioual hag a rei ho stall d’ar re Vro-C’hall. » Evit guir, evel ma lavare an den koz, eul Lez-Breiz oa kavet c’hoaz. Guiomarc’h, kar da Vorvan, oa lakeet roue e Breiz ; hag evel Morvan, goude beza gouneet e meur a gombat var ar Francisien, a varvaz erfin, trec’het ganto.

Goude maro an tri roue-man, kaloun ar Vretoned a zemplaz ; epad eiz bloaz, ar Francisien oa mistri. Bep bloaz, vije kasset da Roazon an arc’hant oa reet da baea d’ar roue a Frans. Eur Breton hanvet Neumenoiou, pe Nominoe, a c’hour-