Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/158

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —

c’hemenne neuze ar Vreiz-Izel, ha choum a ree e Koatloc’h, e kichen Skaer. Mab eun denchentil euz Menez Are oa eet gant ar c’hirri da Roazon evit kass an arc’hant d’ar roue a Frans, neuze Charlez-ar-Moal. Pa oa poezet ar sic’hier arc’hant, ne oa ket ar poez. Ar Gall, a boeze an arc’hant, a rebeichaz d’an den iaouank ne oa ket ar poez ; ha deuet direiz, e troc’haz dezan he ben, ruilla a reaz er skudell, hag a lakeaz ar poez. 847.

An dra euzuz-ze, o veza bet klevet er vro, tad an den iaouank a zeuaz da Goatloc’h, da gaout Neumenoiou, da c’houll digantan : Ha be oa eur reiz, eun Doue en env, hag eun den e Breiz ! Goulen a re ma vije kasset kuit ar Francisien, na oant ket gouzanvet mui er vro. Neumenoiou he gonsolaz ; ober a reaz d’he dud mont gant sic’hier var an aochou da zastum bili, hag e teuaz e Roazon gant kirri leun a zier karget evel-se. Pa oe poezet an daou genta, oe kavet ar poez ; d’an drede ne oa ket. Ar C’hallaouet a ioue ; Hola ! hola ! ne ma ket. Deoc’h-tu